Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 9:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 En em huduraet int holl, evel da zeizioù Gibea. Soñj en devo eus o direizhder, hag e kastizo o fec'hedoù.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 9:9
16 Referencias Cruzadas  

Neuze an AOTROU a lavaras da Voizez: Kae, diskenn, rak da bobl ec'h eus lakaet da bignat eus bro Ejipt, a zo en em vreinet.


An douar a zo saotret gant e annezerien, rak torret o deus al lezennoù, cheñchet o deus ar reolennoù, disc'hraet o deus an emglev peurbadus.


Distroit d'an Hini e oac'h ken en em bellaet dioutañ, mibien Israel.


Evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar bobl-mañ: Karout a reont mont amañ hag ahont, ne harzont ket ouzh o zreid, hag an AOTROU n'en em blij ket ganto, soñj en deus bremañ eus o direizhder hag e kastiz o fec'hedoù.


Dirak o daoulagad eo un arouez touellus, int hag o deus le al leoù. Hag eñ a zegaso soñj eus o drougiezh pa vint tapet.


Adalek deizioù Gibea ec'h eus pec'het, Israel. En em zalc'het int eno, ar brezel a-enep mibien an direizhder n'en deus ket o zapet e Gibea.


Hag e vo eus an aberzhour evel eus ar bobl: e gastizañ a rin evit e hentoù, hag e taskorin dezhañ hervez e oberoù.


Sonit ar shofar e Gibea, sonit an drompilh e Rama, laoskit kriadennoù e Betaven, emaomp war da lerc'h, Benjamin!


Ne lavaront ket en o c'halon ma em befe soñj eus o holl fallentez. Bremañ o oberoù a c'hronn anezho, dirak va dremm emaint.


En aberzhoù a ginnigont din, ec'h aberzhont kig, hag e tebront anezhañ, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremañ e teuio soñj dezhañ eus o direizhder hag e kastizo o fec'hedoù. Distreiñ a raint d'an Ejipt.


Gedour Efraim a oa gant va Doue, met ar profed a zo ur roued eus ul labousetaer war e holl hentoù, un enebour ouzh ti e Zoue.


Hag e lavaren: Va doujañ a ri da nebeutañ, degemer a ri kelennadurezh. Neuze he chomaj ne vo ket distrujet, ar pezh am boa divizet a-enep dezhi! Met hastet o deus huduraat o holl oberoù.


E vestr a lavaras dezhañ: Ne raimp ket un distro d'ur gêr estren, e-lec'h ma n'eus mab Israel ebet, met ez aimp betek Gibea.


Ha setu diouzh an noz, un den kozh a zistroe eus e labour, eus ar parkeier; bez' e oa eus menez Efraim hag e chome e Gibea. Met tud al lec'h-se a oa Benjaminiz.


Evel ma laouenae o c'halon, setu tud kêr, mibien an droug, a gelc'hias an ti, a skoas war an nor, hag a gomzas ouzh an den kozh, mestr an ti, o lavarout: Laka da zont er-maez an den a zo aet ez ti, evit ma'c'h anavezimp anezhañ.


Kelc'hiañ a rejont Benjamin, o redek war o lerc'h hep paouez, hag o mac'hjont betek an tu all da C'hibea, ouzh ar sav-heol.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos