Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.
Bremañ, kas da zastum da'm c'havout Israel a-bezh war Venez Karmel, gant ar pevar c'hant hanter-kant profed eus Baal, hag ar pevar c'hant profed eus Ashera a zebr ouzh taol Jezabel.
Sedesia mab Kenaana, o vezañ graet kerniel houarn dezhañ, a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Gant ar c'herniel-mañ e vounti ar Siriz betek o distrujañ.
Hag e respontas: Mont a rin hag e vin ur spered a c'haou e genoù e holl brofeded. An AOTROU a lavaras: E douellañ a ri, hag e teui a-benn outañ. Kae er-maez ha gra evel-se.
Roue Israel a zastumas war-dro pevar c'hant profed, hag e lavaras dezho: Ha mont a rin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontjont: Pign, rak an Aotrou a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.
Ha setu, tud o touarañ un den, a welas ur bagad hag a daolas an den e bez Elizea. Hag an den-mañ a yeas da stekiñ ouzh eskern Elizea, hag ec'h advevas hag e savas war e dreid.
Kemer a reas ar vantell en doa Elia lezet da gouezhañ diwarnañ, hag e skoas war an doureier en ur lavarout: Pelec'h emañ an AOTROU Doue Elia? Eñ ivez a skoas war an doureier, en em rannas aze hag amañ, hag Elizea a dremenas.
Hag ez eas da vammenn an doureier, hag e taolas holen enni en ur lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Yac'haet em eus an doureier-mañ, ha ne vint ken kiriek na da varv na da zifrouezhidigezh.
E servijer a lavaras: Penaos e roin diouto da gant den? Met respont a reas: Ro d'an dud-se, ma tebrint, rak evel-henn e komz an AOTROU: Debret e vo hag e vano.
Neuze e tiskennas hag en em soubas seizh gwech er Jordan, hervez komz den Doue, hag e gig a zistroas dezhañ heñvel ouzh kig ur bugel bihan, hag e voe glan.
an ofiser en doa respontet da zen Doue o lavarout: Pa rafe an AOTROU prenestroù en neñvoù, hag e c'hoarvezo kement-se? Hag Elizea en doa lavaret: Setu, e welout a ri gant da zaoulagad, met ne zebri ket diouto.
An ofiser ma en em harpe ar roue war e zorn, a respontas da zen Doue o lavarout: Pa rafe an AOTROU prenestroù en neñvoù, hag e c'hoarvezo kement-se? Elizea a lavaras: Setu, e welout a ri gant da zaoulagad, met ne zebri ket diouto.
Rak an den n'anavez ket zoken e amzer; evel ar pesked a zo kemeret er gwall roued hag al laboused a zo tapet el las, evel-se eo ereet an dud en amzer ar gwalleur, pa gouezh warno a-daol-trumm.
Jeruzalem, lakaet em eus gedourien war da vogerioù, biken ne davint, nag en deiz nag en noz. C'hwi hag a zalc'h soñj eus an AOTROU, n'eus diskuizh ebet evidoc'h,
Ha me, evel un oan doñv kaset d'al lazherezh, ne ouien ket an divizoù fall a ijinent a-enep din: Distrujomp ar wezenn gant he frouezh, kasomp anezhi kuit eus douar ar re vev, ha ra ne vo ken meneget e anv.
Hag e lavaris: A! Aotrou AOTROU! Setu ar brofeded a lavar dezho: Ne welot ket ar c'hleze, n'ho po ket a naonegezh, met ur peoc'h gwirion a roin deoc'h el lec'h-mañ.
Da brofeded o deus bet evidout gweledigezhioù gaouiat hag aner. N'o deus ket dizoloet dit da zrougiezh evit distreiñ da harlu. Met diouganet o deus traoù faos ha touellus.
Selaouit kement-mañ, aberzhourien! Bezit evezhiek, c'hwi ti Israel! Roit ho skouarn, ti ar roue! Rak ar varnedigezh a zo evidoc'h, dre ma'z oc'h bet ur pech e Mizpa, hag ur roued astennet war an Tabor.
Deuet eo deizioù ar c'hastiz, deuet eo deizioù an daskor, Israel a anavezo kement-se. Ar profed a zo sod, an den a spered a zo diskiant, en abeg da vraster da zireizhder hag en abeg da'z kasoni vras.
An hini gwellañ anezho a zo evel un drezenn, an hini eeunañ a zo gwashoc'h eget ur c'harzh-spern. Dont a ra an deiz diouganet gant da c'hedourien, deiz da gastiz, ha neuze e vint er vezh.
Ma ne’m bije ket graet en o zouez an oberoù n’en deus graet hini all ebet, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ o deus o gwelet hag o deus kasaet ac’hanon ha va Zad ivez.
Sentit ouzh ho renerien ha plegit dezho, rak eveshaat a reont war hoc’h eneoù evel o tleout rentañ kont anezho, evit ma c’hellint ober kement-se gant levenez ha nann en ur glemm, rak e vefe dic’hounid deoc’h.