Mika 3:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Krial a raint neuze d'an AOTROU, met ne responto ket dezho, kuzhat a raio e zremm outo en amzer-se, dre ma'z eo bet fall o oberoù. |
Neuze e huchint etrezek ennon, met ne respontin ket, klask a raint ac'hanon mintin mat, met ne'm c'havint ket,
Mar distro unan bennak e skouarn evit na selaouo ket al lezenn, e bedenn zoken a zo un euzhusted.
Pa'c'h astennit ho taouarn, me a guzh va daoulagad ouzhoc'h. Pa liesait ho pedennoù, ne selaouan ket, ho taouarn a zo leun a wad.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas warno un droug na c'hellint ket tec'hout araozañ. Krial a raint etrezek ennon, met ne selaouin ket outo.
Mar yunont, ne selaouin ket o garm, mar kinnigont loskaberzhoù ha donezonoù, n'o c'havin ket dereat, met ez an da guzumiñ anezho dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn.
Deuet int war-raok evit stourm ouzh ar Galdeiz, hag ez eo an tiez leun a gorfoù marv tud am eus skoet ganto em c'hounnar hag em fulor, hag en abeg d'o holl zrougiezh e kuzhan va dremm ouzh ar gêr-mañ.
Ar brofeded a brofed gevier, an aberzhourien a ren drezo, ha va fobl he deus kavet plijadur e kement-se. Petra a reot pa zeuio an diwezh?
Ha me ivez a raio gant fulor, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez. Pa griint a vouezh uhel da'm divskouarn, ne selaouin ket outo.
Ar welerien a vo mezhek, hag an diouganerien a ruzio gant an dismegañs, an holl a c'holoio o barv, rak ne vo respont ebet a-berzh Doue.
Ha neuze, evel n'o deus ket selaouet p'en deus galvet, en hevelep doare pa o deus galvet, ne'm eus ket selaouet, eme AOTROU an armeoù.
Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n’hon eus ket profedet ez anv? Ha n’hon eus ket kaset kuit an diaouled ez anv? Ha n’hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv?
Pa vo savet mestr an ti ha p’en devo prennet an nor, ha p’en em lakaot, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc’h: N’ouzon ket a-belec’h ez oc’h.
Ni a oar penaos Doue ne selaou ket ar pec’herien, met mar deu unan bennak da zoujañ Doue ha da ober e volontez, e selaou anezhañ.
rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.
Garmiñ a reot en deiz-se, en abeg d'ho roue ho po dibabet, met an AOTROU ne selaouo ket ouzhoc'h en deiz-se.