Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Zakaria 7:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ha neuze, evel n'o deus ket selaouet p'en deus galvet, en hevelep doare pa o deus galvet, ne'm eus ket selaouet, eme AOTROU an armeoù.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 7:13
23 Referencias Cruzadas  

An hini a serr e zivskouarn ouzh kriadenn an ezhommeg, a grio ivez e-unan ha ne vo ket klevet.


Mar distro unan bennak e skouarn evit na selaouo ket al lezenn, e bedenn zoken a zo un euzhusted.


Pa'c'h astennit ho taouarn, me a guzh va daoulagad ouzhoc'h. Pa liesait ho pedennoù, ne selaouan ket, ho taouarn a zo leun a wad.


Perak ne'm eus kavet den pa'z on deuet? Perak n'en deus respontet den pa em eus galvet? Va dorn, ha re verr eo evit dieubiñ? Ha n'eus ket a nerzh ennon evit saveteiñ? Setu e lakaan ar mor da zisec'hañ pa c'hourdrouzan anezhañ, hag e troan ar stêrioù e gouelec'h, o fesked o vreinañ dre ziouer a zour, marvet gant ar sec'hed.


Aet int en-dro da zireizhder o zadoù kentañ, ar re o deus nac'het selaou ouzh va c'homzoù hag a zo aet war-lerc'h doueoù all evit o servijañ. Ti Israel ha ti Juda o deus torret va emglev am eus graet gant o zadoù.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas warno un droug na c'hellint ket tec'hout araozañ. Krial a raint etrezek ennon, met ne selaouin ket outo.


Te, na bed ket evit ar bobl-mañ, na sav evito na klemm na aspedenn, rak ne selaouin ket anezho pa griint etrezek ennon en abeg d'o gwalleur.


Mar yunont, ne selaouin ket o garm, mar kinnigont loskaberzhoù ha donezonoù, n'o c'havin ket dereat, met ez an da guzumiñ anezho dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn.


Juda a zo bet e kañv, e zorojoù a zo mantret, glac'haret, gourvezet d'an douar, ha kriadegoù Jeruzalem a sav.


Lavarout a ri dezho an holl gomzoù-mañ, met ne selaouint ket. Krial a ri war o lerc'h, met ne respontint ket.


Gwisket a c'houmoul, e harzez ouzh ar bedenn.


Mab an den, an dud-se a zoug o idoloù en o c'halon, dirak o dremm o deus ar pezh o laka da gouezhañ en direizhder. Hag e vefen klasket da vat ganto?


Mab an den, komz ouzh henaourien Israel ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Evit va goulennata eo oc'h deuet? Me a zo bev, ne vin ket goulennataet ganeoc'h, eme an Aotrou AOTROU.


Ha me ivez a raio gant fulor, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez. Pa griint a vouezh uhel da'm divskouarn, ne selaouin ket outo.


Krial a raint neuze d'an AOTROU, met ne responto ket dezho, kuzhat a raio e zremm outo en amzer-se, dre ma'z eo bet fall o oberoù.


Pa vo savet mestr an ti ha p’en devo prennet an nor, ha p’en em lakaot, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc’h: N’ouzon ket a-belec’h ez oc’h.


Goulenn a rit ha ne resevit ket abalamour ma c’houlennit fall, evit dic’hoantañ ho kwallyouloù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos