Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 3:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Gwalleur d'an hini fall! Gwalleur! Rak dastum a raio gopr e zaouarn.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 3:11
36 Referencias Cruzadas  

Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?


Ha me a zo dinerzh hiziv, petra bennak ma'z on bet olevet da roue. Hag an dud-se, mibien Zeruja, a zo re c'halloudek evidon. Ra roio an AOTROU d'an hini en deus graet an droug hervez e zrougiezh!


Setu ez an da lakaat ar gwalleur da zont warnout, hag e skubin da warlerc'hidi, me a lamo kuit kement hini a zo da Akab, an hini a droazh ouzh ar voger evel an hini a zo serret ha dilezet en Israel.


selaou-eñ eus an neñvoù, gra ha barn da servijerien, en ur reiñ e c'hopr d'an den fall dre lakaat e hent da gouezhañ war e benn, hag en ur reishaat an den reizh dre reiñ dezhañ hervez e reizhder.


Mard on drouk, gwalleur din! Mard on reizh, ne savan ket va fenn, leuniet a vezh ha prederek em enkrezioù.


Ro dezho hervez o oberennoù hag hervez drougiezh o oberoù. Ro dezho hervez labour o daouarn. Ro dezho ar pezh a zo dleet dezho.


Doue en deus komzet ur wech, ha me am eus e glevet div wech: rak an nerzh a zo da Zoue.


Ra zebrint eta frouezh o hent, ha r'o devo o gwalc'h eus o c'huzulioù o-unan,


Setu, an den reizh a resev e c'hopr war an douar, seul-vui an hini drouk hag ar pec'her.


An den en devo e walc'h a vadoù gant frouezh e c'henoù, hag e vo roet da bep hini hervez labour e zaouarn.


An hini a doull ur poull a gouezho ennañ, hag an hini a ruilh ur maen a welo anezhañ o tistreiñ warnañ.


Met ne vo ket a eurvad evit an den fall, ha ne hiraio ket e zeizioù muioc'h eget ar skeudenn, dre ma ne zouj ket dremm Doue.


Me a gastizo ar bed en abeg d'e fallagriezh, hag ar re zrouk evit o direizhder, lakaat a rin da baouez lorc'h ar re rok, hag e tiskarin balc'hder ar waskerien.


N'eus peoc'h ebet evit ar re zrouk, eme an AOTROU.


Ne vo ken eno ur bugel pe ur c'hozhiad n'en devo ket peurc'hraet e zeizioù, rak an hini a varvo oadet a gant vloaz a vo yaouank, met ar pec'her hag a vo oadet a gant vloaz a vo milliget.


Setu, kement-se a zo skrivet dirazon, ne davin ket, hag e paein ar gopr, ya, me a baeo ar gopr dezho en o bruched,


eus ho tireizhder hag eus direizhder ho tadoù, eme an AOTROU, int hag o deus lakaet da vogediñ ezañs war ar menezioù hag o deus va dismegañset war ar c'hrec'hioù. Hag e vuzuilhin en o bruched ar gopr eus ar pezh o deus graet gwechall.


Me ho kastizo hervez frouezh hoc'h oberoù, eme an AOTROU, me a enaouo en he c'hoadeg un tan a zevo kement a zo en-dro dezhi.


Met pep hini a varvo evit e zireizhder; pep den hag a zebro rezin gras, a vo tozonet e zent.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ober a rin dit evel ma ec'h eus graet, pa ec'h eus disprizet al le en ur derriñ an emglev.


An ene a bec'h eo an ene a varvo. Ar mab ne zougo ket direizhder an tad, hag an tad ne zougo ket direizhder ar mab. Reizhder an den reizh a vo warnañ, fallagriezh an den fall a vo warnañ.


Displegañ a reas anezhañ dirazon, hag e oa skrivet en diabarzh hag en diavaez. Klemmganoù, goueladegoù ha huanadoù a oa skrivet ennañ.


Me an AOTROU am eus komzet, hag e c'hoarvezo, henn ober a rin. Ned in ket war-dreñv, ha ne'm bo na truez na keuz. Barnet e vi hervez da hentoù hag hervez da oberoù, eme an Aotrou AOTROU.


Pa em bo lavaret d'an den fall: Den fall, mervel a ri a-dra-sur! Ha ne gomzi ket evit distreiñ an den fall diwar e hent, an den fall-se a varvo en e zireizhder, met e c'houlennin e wad ouzhit.


Krial a raint neuze d'an AOTROU, met ne responto ket dezho, kuzhat a raio e zremm outo en amzer-se, dre ma'z eo bet fall o oberoù.


An douar a zeuio da vezañ un distro en abeg d'e dud, en abeg da frouezh o oberoù.


Ma ne rit ket evel-se, ho po pec'het a-enep an AOTROU, hag ho pec'hed a gavo ac'hanoc'h.


Rak ret eo deomp holl mont dirak lez-varn Krist, evit ma resevo pep hini hervez ar mad pe an droug en devo graet o vezañ en e gorf.


rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.


Doue a lakaas da gouezhañ war benn tud Sichem an holl zroug o doa graet. Evel-se e teuas warno mallozh Jotam mab Jerubbaal.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios