bras e kuzul, nerzhus e burzhudoù, da zaoulagad a zo digor war holl hentoù mibien an dud, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù hag hervez frouezh e oberoù.
hag e lavari da bobl ar vro: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU diwar-benn tud Jeruzalem ha douar Israel: Debriñ a raint o bara gant enkrez hag evañ a raint o dour gant spont, rak e vo diwisket ar vro eus he leunder, en abeg da feulster an holl re a zo o chom enni.
Setu perak en abeg deoc'h, Sion a vo troet he douar evel ur park, Jeruzalem a zeuio da vezañ ur bern rivinoù, ha menez an ti ur c'hrec'h goloet a goadeg.