Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mika 7:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Mesa da bobl gant da wialenn, tropell da hêrezh a zo o chom e-unan er goadeg e-kreiz ar C'harmel. Ra beurint e Basan hag e Galaad, evel en deizioù gwechall.

Ver Capítulo Copiar




Mika 7:14
35 Referencias Cruzadas  

Gouezit eo an AOTROU a zo Doue. Eñ eo en deus hor graet, n'eo ket ni hon-unan. E bobl ez omp, hag an tropell a laka da beuriñ.


Soñj am eus eus an deizioù a-wechall, prederiañ a ran war da holl oberennoù, en em soñjal a ran e labourioù da zaouarn.


Savete da bobl ha bennig da hêrezh, ren hag harp anezho da viken!


Rak hon Doue eo, ni a zo ar bobl en deus mesaet, an deñved en deus renet.


Penaos e vo anavezet em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, me ha da bobl? Ha ne vo ket pa gerzhi ganeomp? Neuze, me ha da bobl a vo disheñvelaet diouzh an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.


Pegen kaer out, va c'haredig, pegen kaer out! Da zaoulagad a zo koulmed a-drek da ouel. Da vlev a zo evel un tropell givri divilhet ouzh menezioù Galaad.


En deiz-se e vo sonet gant ar shofar, hag ar re a oa kollet e bro Asiria, hag ar re a oa kaset kuit e bro Ejipt, a zeuio hag a stouo dirak an AOTROU, war ar menez santel e Jeruzalem.


Bleuniañ a raio e-leizh hag e laouenaio, leuskel a raio kriadennoù a levenez ha kanaouennoù trec'h. Gloar al Liban a vo roet dezhañ, gant splannder ar C'harmel ha Saron. Gwelout a raint gloar an AOTROU ha splannder hon Doue.


Dre da servijerien ec'h eus dismegañset an Aotrou, hag ec'h eus lavaret: Gant niver va c'hirri em eus pignet war-lein ar menezioù, war grec'hioù al Liban. Troc'hañ a rin e wez-sedrez uhelañ hag e wez-siprez kaerañ, mont a rin betek e lein diwezhañ, betek koadeg ar C'harmel.


Peuriñ a raio e zeñved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec'h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenañ.


N'o devo ken naon, n'o devo ken sec'hed, an tommder hag an heol ne skoint ken warno, rak an hini en deus truez outo a reno anezho, hag o degaso d'ar mammennoù dour.


Saron a vo ur peurvan d'an deñved, traonienn Akor a vo ur repu d'ar saout, evit va fobl en devo klasket ac'hanon.


Savit, pignit etrezek ar vroad a zo e peoc'h hag o chom e surentez, eme an AOTROU. N'o deus na dorojoù na prennoù, hag emaint o chom o-unan.


En deizioù he glac'har hag he c'hantreadeg, Jeruzalem he deus bet soñj eus an holl draoù plijus he doa bet adalek an deizioù kozh. Pa'z eo kouezhet he fobl dre zorn an enebour, ne voe den ebet d'he sikour. Hec'h enebourien o deus he gwelet, hag o deus graet goap eus he deizioù sabad.


Gra deomp distreiñ ouzhit, AOTROU, hag e tistroimp! Adnevez hon deizioù evel ma oant gwechall.


Liesaat a rin warnoc'h an dud hag al loened, a gresko hag a frouezho. Me a raio deoc'h bezañ o chom evel gwechall, hag e rin deoc'h muioc'h a vad eget en deroù, hag e ouiot ez on me an AOTROU.


Pep deog eus loened bras pe eus loened bihan, eus kement a dremen dindan ar walenn, a vo un deog santelaet evit an AOTROU.


En amzer-se ec'h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozañ a rin ar freuzoù ha sevel an diskaroù, hag ec'h adsavin anezhañ evel ma oa en deizioù a-wechall,


Re ar c'hreisteiz a berc'henno menez Ezaü, re ar blaenenn a berc'henno bro ar Filistined, douar Efraim ha douar Samaria, Benjamin a berc'henno Galaad.


Eñ a vo en e sav, hag a reno gant sikour nerzh an AOTROU, gant meurded anv an AOTROU e Zoue. Chom a raint e peoc'h, rak meulet e vo betek pennoù pellañ an douar.


Nemorant Israel ne raio ket a zireizhder, ne lavarint ket a c'hevier, n'en em gavo ket en o genoù un teod touellus, met peuriñ a raint hag e tiskuizhint, ha ne vo den da spontañ anezho.


Me o degaso eus bro Ejipt, me o dastumo eus Asiria, hag o lakain da zont da vro Galaad ha d'al Liban, ha ne vo ket lec'h a-walc'h evito.


Ha lakaat a ris da beuriñ an deñved dileuriet evit ar gigerezh, e gwirionez ar re baourañ eus an tropell. Hag e kemeris div walenn, am eus anvet unan Kaerder hag eben Unaniezh, hag e lakais an deñved da beuriñ.


Profadenn Juda hag Israel a vo plijus d'an AOTROU, evel en deizioù kozh hag evel er bloavezhioù a-wechall.


E welout a ran eus lein ar reier, hag e sellan outañ a-ziwar an torgennoù, setu ur bobl a vo o chom a-du, ha ne vo ket kontet e-touez ar broadoù.


Mibien Ruben ha mibien Gad o doa un niver dreistkont a dropelloù, hag e weljont e oa bro Jaezer ha bro C'halaad ul lec'h dereat evit al loened.


ar vro-se bet skoet gant an AOTROU dirak bodadenn Israel, a zo ur vro evit al loened, ha da servijerien o deus loened.


Ha te, Betlehem, douar Juda, n’out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Juda, rak ac’hanout eo e teuio ur penn a reno va fobl Israel.


N’int ket eus ar bed, evel n’on ket va-unan eus ar bed.


Israel a chomo e-unan e surentez, eienenn Jakob, a vo war un douar a winizh hag a win, hag e neñvoù a zivero ar c'hlizhenn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos