Mazhev 8:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu e lorgnez a voe glanaet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a astennaz he zorn, hag a douchaz anezhan, en eur lavaret: Fellout a ra d’in, bez net. Ha diouc’h‐tu e oe neteet euz he lorgnez. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Jesus e astennas é zourn, hag el laquas arh‐n‐hou én ul laret: Vennein e ran, revou gùelleit d’oh; ha quentéh ean e zas de voud yah. |
Naaman a fuloras, hag ez eas kuit en ur lavarout: Setu e soñje ennon va-unan: Dont a raio etrezek ennon, en em zerc'hel a raio aze, gervel a raio anv an AOTROU e Zoue, astenn a raio e zorn war ar gouli, hag e pareo al lovreg.
Neuze e tiskennas hag en em soubas seizh gwech er Jordan, hervez komz den Doue, hag e gig a zistroas dezhañ heñvel ouzh kig ur bugel bihan, hag e voe glan.
Hag e lavaras: Adlaka da zorn ez pruched. Adlakaat a reas e zorn en e vruched hag e tennas anezhañ er-maez, ha setu, e oa addeuet evel e gig.
Neuze e lavaras d’an den: Astenn da zorn. Hag ec’h astennas anezhañ hag e teuas yac’h evel egile.
Jezuz, o kaout truez outañ, a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet.
O vezañ dihunet, e c’hourdrouzas d’an avelioù hag e lavaras d’ar mor: Tav! Bez sioul! An avel a davas hag e voe ur sioulder bras.
O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talita koumi, da lavarout eo: Plac’h yaouank, me a lavar dit, sav.
O sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e huanadas hag e lavaras: Effata! da lavarout eo: Digor!
Jezuz o welout ar bobl o redek a vandenn, a c’hourdrouzas ar spered hudur hag a lavaras dezhañ: Spered mut ha bouzar, me a c’hourc’hemenn dit, kae kuit anezhañ ha na da ken ennañ.
Bez’ e oa ivez kalz a dud lovr en Israel en amzer ar profed Elizea. Koulskoude hini anezho ne oa glanaet, nemet Naaman ar Siriad.
Jezuz, oc’h astenn e zorn, en stokas hag a lavaras: Fellout a ra din, bez glanaet. Kerkent al lovrentez a guitaas anezhañ.
O vezañ tostaet, e stokas an arched. Ar re en douge a arsavas. Lavarout a reas: Den yaouank, me en lavar dit, sav!
Ma ne’m bije ket graet en o zouez an oberoù n’en deus graet hini all ebet, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ o deus o gwelet hag o deus kasaet ac’hanon ha va Zad ivez.
Rak, evel ma adsav a varv an Tad hag e ro ar vuhez, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d’ar re a fell dezhañ.