Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 8:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Ha Jesus a astennaz he zorn, hag a douchaz anezhan, en eur lavaret: Fellout a ra d’in, bez net. Ha diouc’h‐tu e oe neteet euz he lorgnez.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Jezuz a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu e lorgnez a voe glanaet.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

3 Jesus e astennas é zourn, hag el laquas arh‐n‐hou én ul laret: Vennein e ran, revou gùelleit d’oh; ha quentéh ean e zas de voud yah.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 8:3
19 Referencias Cruzadas  

Neuze e lavaraz d’an den: Astenn da zorn. Hag hen he astennaz, hag e teuaz iac’h evel egile.


Ha Jesus, o kaout truez outhan, a astennaz he zorn, a douchaz outhan, hag a lavaraz dezhan: Ia, fellout a ra d’in, bez eta net.


Mes hen, o veza dihunet, a gomzaz gant otorite ouz an avel, hag a lavaraz d’ar mor: Ro peoc’h ha choum sioul. Hag an avel a davaz, hag an amzer a zeuaz da veza calm braz.


Hag, o veza kemeret he dorn, e lavaraz dezhi: Talitha coumi; da lavaret eo: Plac’h vihan, sav, me hen lavar d’id.


Neuze, o sevel he zaou‐lagad etrezeg an env, ec’h huanadaz hag e lavaraz dezhan: Effatah, da lavaret eo, Digor.


Ha pa velaz Jesus penaos e tirede ar bobl assambles, e c’hourdrouzaz ar spered impur, en eur lavaret dezhan: Spered mud ha bouzar, me a c’hourc’hemen d’id, kea er meaz euz ar bugel‐ze, ha na antre mui enhan.


Bez’ e oa ive kalz a dud lor en Israel en amzer ar profet Elizeüs; mes hini anezhe na oe neteet, nemed Naaman, ar Siread.


Ha Jesus a astennaz he zorn, hag a douchaz outhan, en eur lavaret: Felloud a ra d’in, bez net. Ha rag‐tal, al lorgnez a guitaaz anezhan.


Hag o veza tosteet, e touchaz ouz an archet, hag an dougerien a choumaz en ho za; hag e lavaraz: Den yaouank, me eo hen lavar d’id: Sav alese.


Goude beza lavaret kement‐se, e criaz a vouez huel: Lazar, deuz er meaz!


Ma n’am bije ket great en ho zouez an oberou n’int bet great gant hini all e‐bed, n’ho divije ket a bec’hed; mes breman ho deuz gwelet anezhe, hag ho deuz kaseet ac’hanoun ha va Zad ive.


Rag, evel ma teu an Tad da resussita ar re varo ha da rei ar vuez dezhe, evel‐se ive ar Mab a ro ar vuez d’ar re a fell dezhan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos