Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 8:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Ha setu, eun den lor a zeuaz hag en em brosternaz dirazhan, en eur lavaret: Aotrou, mar fell d’id, ec’h hellez va netaad.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ha setu, un den lovr a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c’hellez va glanaat.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

2 Nezé un dén lovre e dostas dehou ag en adoras, én ul laret: Eutru, mar câret, hui e ell gùellat d’eign.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 8:2
37 Referencias Cruzadas  

Iac’hait ar re glanv, netait ar re lor, resussitit ar re varo, kassit kuit an drouk‐sperejou. Recevet hoc’h euz evit netra, roit evit netra.


Ha na reaz ket nemeur a viraclou eno abalamour ne gredent ket.


Neuze ar re a oa er vag a dostaaz, hag a adoraz anezhan, o lavaret: E gwirionez, te eo Mab Doue.


Neuze hi a dostaaz, hag en em brosternaz, en eur lavaret: Aotrou! sicour ac’hanoun.


Hag ar zervicher‐ze, oc’h en em deurel d’an douar, a bede anezhan en eur lavaret: Aotrou, kemer patianted em c’hever, hag e paein d’id kement a glean.


Hag o veza eat en ti, e kavjont ar bugel gant Mari he vam; hag oc’h en em brosterni dirazhan, ec’h adorjont anezhan; ha goude beza digoret ho zenzoriou, e rojont dezhan prezanchou, aour, ezans ha mirrh.


Neuze mam mibien Zebede a dostaaz outhan, gant he mibien, hag en em brosternaz da c’houlen eun dra‐benag diganthan.


Hogen pa oa Jesus en Bethani, en ti Simon, an den lôr,


Ha pa her gweljont, ec’h adorjont anezhan; mes bez’ e oe darn hag a zouetaz.


hag e redjont da ziscleria kement‐man d’he ziskibien. Mes, pa oant o vond da ziscleria kement‐man dezhe, setu Jesus a zeuaz d’ho dialben, en eur lavaret: Me ho salud. Hag int a dostaaz, hag a bokaz d’he dreid, hag a adoraz anezhan. Neuze Jesus a lavaraz dezhe:


An holl draou‐ze a roin d’id, mar en em brosternez d’am adori.


Pa oe diskennet Jesus divar ar menez, eur foul braz a bobl a heuliaz anezhan.


Hag he ziskibien a zeuaz, hag e tihunjont anezhan, en eur lavaret: Aotrou, saveta ac’hanomp, e momp o vond da goll.


Pa oa o lavaret kement‐se dezhe, eur chef a zinagog a dostaaz, hag en em brosternaz dirazhan, en eur lavaret: Va merc’h a zo o paouez mervel; mes deuz, astenn da zaouarn varnezhi, hag e vevo.


Bez’ e oa ive kalz a dud lor en Israel en amzer ar profet Elizeüs; mes hini anezhe na oe neteet, nemed Naaman, ar Siread.


Neuze e lavaraz: Aotrou, credi a ran, hag en em brosternaz dirazhan.


Mes Per a respontaz: Nann, Aotrou; rag biskoas n’em euz debret netra hag a vez impur pe souillet.


Hag evel ma oa Per oc’h antren, Corneil a zeuaz d’he zialben, hag oc’h en em deurel d’he dreid, ec’h adoraz anezhan. Mes Per a zavaz anezhan,


hag evel‐se an traou kuzet euz he galon a vezo dizoloet, hag o kweza evel‐se d’an douar, e teuio da adori Doue, ha da ziscleria dre‐holl ema Doue en ho touez en gwirionez.


Ha me en em daolaz d’he dreid evit hen adori; mes hen a lavaraz d’in: N’a ket da ober kement‐se; me a zo ken‐servicher ganez, ha gant da vreudeur pere ho deuz testeni Jesus. Ador Doue, rag testeni Jesus eo ar spered a brofesi.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos