Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 8:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Pa oe diskennet Jesus divar ar menez, eur foul braz a bobl a heuliaz anezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Pa voe diskennet eus ar menez, ul lod bras a dud a heulias anezhañ.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

1 Goudé ma oé disquennet Jesus diar er manné, un tolp bras a dud en hélias.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 8:1
12 Referencias Cruzadas  

Mes Jesus, o c’houzout kement‐se, a ieaz kuit ac’hane; ha kalz a dud a ieaz var he lerc’h, hag hen ho iac’heaz holl.


Ha bandennou braz a dud a zeuaz d’hen kavout, o tigas ganthe re gam, re dall, re vud, re vac’haniet, ha kalz a glanvourien all, hag e lekejont anezhe e c’harz treid Jesus; hag hen ho iac’heaz.


Ha kalz a bobl a ieaz var he lerc’h, hag hen a iac’heaz eno ho c’hlanvourien.


Hag evel m’az eant kuit euz a Jerico, eur bobl vraz a ieaz var he lerc’h.


Ha mareadou braz a dud a heuliaz anezhan euz a C’halile, hag euz a Zecapolis, euz a Jerusalem, euz ar Jude, hag euz an tu‐all d’ar Jourdan.


rag ho c’helen a rea evel unan hag a oa otorite ganthan, ha n’e ket evel ar Scribed.


Hogen, Jesus, o velet kalz a bobl en‐dro dezhan, a c’hourc’hemenaz tremen en tu‐all d’ar mor.


Ha setu, eun den lor a zeuaz hag en em brosternaz dirazhan, en eur lavaret: Aotrou, mar fell d’id, ec’h hellez va netaad.


Mes Jesus en em dennaz gant he ziskibien etrezeg ar mor, hag eur foul braz hen heulliaz euz a C’halile, hag euz ar Jude, euz a Jerusalem, euz an Idume hag euz an tu all d’ar Jourdan.


Hag ar vrud anezhan a rede mui‐oc’h‐mui, hag eur bobl vraz a dud en em zastume evit klevet anezhan, hag evit beza iac’heet ganthan euz ho c’hlenvejou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos