Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 8:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Laka evez na liviri an dra‐man da zen; mes kea en em ziskouez d’ar beleg, hag offr an donezon gourc’hemenet gant Moises, evit ma vezo kement‐se da desteni dezhe.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen, met kae, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

4 Jesus e laras dehou: Dihoallet a gonze de zén a guement‐cé; mæs quêrhet d’hum ziscoein d’er vêlean, ha casset guet‐n‐oh er péh en dès Moïse gourhemenet, eit chervigein dehai de destoni.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 8:4
31 Referencias Cruzadas  

ha kasset e veot dirag ar gouarnerien, ha dirag ar rouane, abalamour d’in, evit beza da desteni dezhe ha d’an nationou.


Neuze e c’hourc’hemenaz d’he ziskibien na lavarjent da zen e oa hen ar C’hrist.


Ha pa oant o tisken divar ar menez, Jesus a reaz outhe an difen‐man: Na livirit da zen ar pez hoc’h euz gwelet, ken a vezo savet Mab an den a‐douez ar re varo.


Ha Jesus, en eur respont, a lavaraz dezhan: Na stourm ket ouzin evit breman; rag evel‐se eo e tere ouzomp accomplissa peb justis. Neuze ne stourmaz ken outhan.


Na zonjit ket e ven deuet evit diskar al lezen pe ar brofeted; n’oun ket deuet evit diskar, mes evit accomplissa.


Likit evez na rafac’h hoc’h aluzen dirag an dud, evit beza gwelet ganthe; anez n’ho pezo ket a recompans digant ho Tad pehini a zo en envou.


Hag ho daou lagad a oe digoret; ha Jesus a zifennaz stard outhe, o lavaret: Diwallit na ouefe den an dra‐ze.


Mes likit evez ouzoc’h hoc’h‐unan; rag kas a raint ac’hanoc’h dirag an tribunaliou hag ar sinagogou; skourjezet e viot, ha kasset abalamour d’in dirag ar gouarnerien hag ar rouane, evit rei testeni d’in dirazhe.


Mes hen a c’hourc’hemene stard dezhe diwall da ziscleria anezhan.


Hag e c’hourc’hemenaz stard dezhe lakaad evez na ouvezje den kement‐se; hag e lavaraz dezhe rei dezhi da zibri.


Ha piou‐benag n’ho tigemoro ket, ha na zelaouo ket ac’hanoc’h, pa’z eot kuit ac’hane, hejit ar boultren euz ho treid en testeni a‐enep dezhe. E gwirionez hen lavaran deoc’h, eassoc’h e vezo da Sodom ha da Gomor en deiz ar varn, eged d’ar gear‐ze.


Ha Jesus a zifennaz outhe n’hel lavarjent da zen e‐bed; mes seul‐vui ma tifenne outhe, seul‐vui e vrudent anezhan.


Hag e tifennaz stard outhe lavaret da zen e‐bed an dra‐man divar he ben.


Ha pa oant o tisken divar ar menez, e tifennaz outhe lavaret da zen ar pez ho doa gwelet, ken a vije resussitet Mab an den a‐douez ar re varo.


Jesus pa velaz anezhe, a lavaraz dezhe: It, hag en em ziskouezit d’ar veleien. Hag e c’hoarvezaz pa oant o vond, ma oent neteet euz ho lorgnez.


Hag en kement‐se e kavfot leac’h da renta testeni.


An drouk‐sperejou ive a zortie euz a veur a hini, en eur grial, hag en eur lavaret: Te eo ar C’hrist, Mab Doue; mes hen ho reprene, ha na bermete ket dezhe lavaret e ouient e oa hen ar C’hrist.


Ha Jesus a c’hourc’hemenaz dezhan diwall da lavaret kement‐se da zen e‐bed; mes kea, emezhan, en em ziskouez d’ar beleg, hag offr evit da burification ar pez a zo bet gourc’hemenet gant Moises, evit ma servicho kement‐se da desteni dezhe.


Hag he zad hag he mam a oe souezet meurbed; mes hen a zifennaz outhe lavaret da zen ar pez a oa c’hoarvezet.


Mes hen a zifennaz stard outhe na lavarjent kement‐se da zen,


Me na recevan ket va gloar euz a‐berz an dud;


An hini a gomz anezhan he‐unan a glask he c’hloar he‐unan; mes an hini a glask gloar an hini hen deuz kasset anezhan, a zo dign da veza credet, ha n’euz ket a injustis enhan.


Ne glaskan ket va gloar va‐unan, beza ez euz unan hag he c’hlask, hag a varn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos