Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


Sant Marc 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 5 Jezuz a yac’ha ur Gadareniad dalc’het gant diaouled

1 Erruout a rejont en tu all d’ar mor, e bro ar C’hadareniz.

2 Kerkent ha ma tiskennas eus ar vag, un den dalc’het gant ur spered hudur a zeuas eus ar bezioù d’e gavout.

3 Chom a rae er bezioù ha den ne c’helle e zerc’hel ereet, gant chadennoù zoken.

4 Rak alies, o kaout an hern ouzh e dreid hag o vezañ bet ereet gant chadennoù, en doa torret ar chadennoù ha friket an hern, ha den ne c’helle e zoñvaat.

5 Chom a rae dalc’hmat, noz ha deiz, war ar menezioù hag er bezioù, o krial hag oc’h en em vloñsañ gant mein.

6 P’en doe gwelet Jezuz a-bell, e teredas, e taoulinas dirazañ

7 hag e lavaras o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac’hanon.

8 Rak e lavare dezhañ: Spered hudur, kae eus an den-se!

9 Jezuz a c’houlennas digantañ: Pe anv ac’h eus? Eñ a respontas: Va anv a zo Lejion, rak kalz omp.

10 Hag e pedas start anezhañ na gasje ket anezho er-maez eus ar vro-se.

11 Bez’ e oa eno, war ar menezioù, ur vandenn vras a voc’h o peuriñ.

12 Hag an holl ziaouled en pedas o lavarout: Kas ac’hanomp er moc’h-se, evit ma’z aimp enno.

13 Raktal Jezuz o lezas da vont. Hag ar speredoù hudur-mañ, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc’h hag ar vandenn en em daolas war red eus al lec’h uhel-se er mor, hag e oant beuzet er mor. Bez’ e oa anezho war-dro daou vil.

14 Ar re a vesae ar moc’h a dec’has kuit da lavarout kement-se e kêr ha war ar maez. An dud a zeuas da welout ar pezh a oa erruet.

15 Dont a rejont da gavout Jezuz hag e weljont an hini a oa bet dalc’het gant an diaouled, an hini a oa bet dalc’het gant al lejion, azezet, gwisket hag en e skiant vat. Hag o doe aon.

16 Ar re o doa gwelet kement-se a lavaras dezho ar pezh a oa c’hoarvezet gant an hini a oa dalc’het gant an diaouled, ha gant ar moc’h.

17 Neuze en em lakajont d’e bediñ da bellaat diouzh o bro.

18 Pa oa aet er vag, an hini a oa bet dalc’het gant an diaouled en pedas d’e lezel da vont gantañ.

19 Met Jezuz n’en lezas ket hag a lavaras dezhañ: Kae da’z ti, etrezek da dud, ha lavar dezho an traoù bras en deus an Aotrou graet dit ha penaos en deus bet truez ouzhit.

20 Eñ a yeas kuit hag en em lakaas da embann e Dekapoliz an traoù bras en doa Jezuz graet dezhañ, hag e oant holl souezhet bras.


Jezuz a adsav a varv merc’h Jairuz hag a yac’ha ar wreg gant an diwadañ

21 Jezuz o vezañ adarre treuzet ar mor er vag hag aet d’an tu all, ur bobl vras en em zastumas en-dro dezhañ. Tost d’ar mor e oa.

22 Setu, unan eus pennoù ar sinagogenn, anvet Jairuz, a zeuas, hag o vezañ e welet, en em daolas d’e dreid

23 hag a bedas start anezhañ, o lavarout: Va merc’h vihan a zo prest da vervel, deus da lakaat da zaouarn warni evit ma vo yac’haet, hag e vevo.

24 Mont a reas gantañ. Ur bobl vras a yeas war e lerc’h hag a waskas anezhañ.

25 Bez’ e oa ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa.

26 Gouzañvet he doa kalz a boan etre daouarn ar vedisined ha dispignet he doa he holl vadoù hep bezañ resevet diboan ebet, met aet e oa kentoc’h war gwashaat.

27 O vezañ klevet komz eus Jezuz, e teuas e-touez ar bobl dre ziadreñv hag e stokas ouzh e zilhad.

28 Rak hi a lavare: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac’haet.

29 Raktal he diwadañ a baouezas, hag e santas en he c’horf e oa yac’haet eus he foan.

30 Kerkent Jezuz, oc’h anavezout ennañ e-unan ar galloud a oa aet er-maez anezhañ, en em droas e-kreiz ar bobl, o lavarout: Piv en deus stoket ouzh va dilhad?

31 E ziskibien a lavaras dezhañ: Te a wel e wask ar bobl ac’hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin?

32 Hag e selle en-dro evit gwelout piv en doa graet-se.

33 Ar wreg, spontet hag en ur grenañ, o c’houzout ar pezh a oa bet graet enni, a zeuas, en em daolas d’e dreid hag a lavaras dezhañ an holl wirionez.

34 Lavarout a reas dezhi: Merc’h, da feiz he deus da yac’haet, kae e peoc’h ha bez dizereet eus da gleñved.

35 Evel ma komze c’hoazh, tud eus ti penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ: Da verc’h a zo marv, na dregas ket ken ar Mestr.

36 Kerkent ha m’en doe Jezuz klevet kement-se, e lavaras da benn ar sinagogenn: Na’z pez ket aon, kred hepken.

37 Ha ne lezas den da heuliañ anezhañ, nemet Pêr, Jakez ha Yann breur Jakez.

38 O vezañ erruet e ti penn ar sinagogenn, e welas e raed ennañ un drouz vras ha tud a ouele hag a laoske kriadennoù kreñv.

39 O vezañ aet e-barzh, e lavaras dezho: Perak e rit an drouz-se ha perak e ouelit? Ar bugel n’eo ket marv, met kousket a ra.

40 Int a reas goap anezhañ. Met eñ, o vezañ graet dezho holl mont er-maez, a gemeras tad ha mamm ar bugel, hag ar re a oa gantañ, hag ez eas el lec’h ma oa gourvezet.

41 O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talita koumi, da lavarout eo: Plac’h yaouank, me a lavar dit, sav.

42 Kerkent ar plac’h yaouank a savas hag en em lakaas da gerzhout, rak oadet e oa a zaouzek vloaz. Hag e voent souezhet meurbet.

43 Hag ec’h urzhias start dezho na lavarjent kement-se da zen, hag e c’hourc’hemennas reiñ dezhi da zebriñ.

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos