Mazhev 5:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eürus ar re a zo hegarat, rak an douar a resevint da hêrezh! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eürus ar re douç; rag int a herito deuz an douar. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Eurus er ré e ouile, rac ind e vou disglaharet. |
Rak an AOTROU a gav e blijadur en e bobl, hag e roio gloar d'ar re izel gant e silvidigezh.
Meulet e vi ganin er vodadeg vras; peurober a rin va gouestloù dirak ar re a zouj ac'hanout.
Rak ar re a zo benniget gantañ a berc'henno an douar, met ar re a zo milliget gantañ a vo lamet kuit.
Bez en gortoz eus an AOTROU ha mir e hent, sevel a raio ac'hanout da berc'hennañ an douar, an dud drouk a vo lamet kuit dirak da zaoulagad.
Rak ar re a ra an droug a vo lamet kuit, met ar re a zo en gortoz eus an AOTROU a berc'henno an douar.
Kement-se a blijo gwelloc'h d'an AOTROU eget ur c'hole, eget ul leue o kaout kerniel hag an ivin rannet.
Met ar beorien a varno gant reizhder, hag e roio e soñj diwar-benn ezhommeien an douar gant eeunder; skeiñ a raio ouzh an douar gant gwialenn e c'henoù, hag e lakaio d'ar marv an den fall gant c'hwezh e vuzelloù.
Ar re a zo hegarat o devo en AOTROU levenez war levenez, hag ar beorien a-douez an dud a laouenaio e Sant Israel.
Ar re eus da bobl a vo holl reizh, perc'hennañ a raint ar vro da viken. Ar vroustenn am eus plantet eo, labour va daouarn, evit ma kavin gloar enni.
Spered an Aotrou AOTROU a zo warnon, setu perak en deus va olevet an AOTROU evit prezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar galon flastret, evit embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het hag ar frankiz d'ar re doullbac'het,
Klaskit an AOTROU, c'hwi holl tud izel ar vro, c'hwi hag a ra ar pezh a c'hourc'hemenn! Klaskit ar wirionez, klaskit an douster! Marteze e viot lakaet e surentez en deiz kounnar an AOTROU.
Kemerit va yev warnoc’h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d’hoc’h eneoù.
Lavarit da verc’h Sion: Setu, da roue a zeu da’z kavout, leun a zouster ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.
Evel-se ar bromesa da gaout ar bed da hêrezh n’eo ket bet graet da Abraham pe d’e lignez dre al lezenn, met dre reizhder ar feiz.
e pep izelegezh ha douster gant habaskted, oc’h en em c’houzañv an eil egile gant karantez,
Gwiskit eta, evel tud dibabet gant Doue sent ha karet-mat, ur galon a drugarez, a vadelezh, a izelegezh, a zouster, a basianted,
Met te, den Doue, tec’h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.
o reizhañ gant douster an enebourien, o c’hortoz ma roio Doue dezho ar geuzidigezh a zegaso anezho da anavezout ar wirionez,
ra ne zroukkomzint a-enep den, ra vint tud a beoc’h, sioul, o tiskouez un douster peurvat e-keñver an holl dud.
Setu perak, oc’h en em ziwiskañ eus pep loustoni hag eus an holl zrougiezh, degemerit gant douster ar ger a zo bet plantet ennoc’h hag a c’hell saveteiñ hoc’h eneoù.
Ha bez’ ez eus en ho touez un den fur bennak ha skiantek? Ra ziskouezo e oberoù dre ur gundu vat gant douster ha furnez.
met santelait en ho kalonoù an Aotrou Doue. Bezit atav prest d’en em zifenn gant douster ha doujañs e-keñver ar re a c’houlenn kont diouzhoc’h diwar-benn an esperañs a zo ennoc’h,
met an hini a zo kuzhet e diabarzh ar galon, purentez divreinus ur spered dous ha peoc’hus, a zo prizius kenañ dirak Doue.