Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Niveroù 12:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Moizez a oa un den habask-meurbet, muioc'h eget hini ebet eus ar re a oa war an douar.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 12:3
16 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a skoazell ar re izel, hag ec'h izela ar re zrouk betek an douar.


Rak an AOTROU a gav e blijadur en e bobl, hag e roio gloar d'ar re izel gant e silvidigezh.


An AOTROU a lavaras trumm da Voizez, da Aaron ha da Vari: Kit ho tri da deltenn an engalv. Hag ez ejont o zri.


Kemerit va yev warnoc’h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d’hoc’h eneoù.


Lavarit da verc’h Sion: Setu, da roue a zeu da’z kavout, leun a zouster ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.


Eürus ar re a zo hegarat, rak an douar a resevint da hêrezh!


Me Paol, a bed ac’hanoc’h, dre zouster ha madelezh Krist, me hag a zo uvel dirazoc’h met leun a hardizhegezh en ho keñver pa’z on pell diouzhoc’h,


Met krediñ a ran n’on bet e netra izeloc’h eget ar wellañ ebestel.


Foll on bet oc’h en em reiñ gloar, c’hwi eo hoc’h eus va rediet da vezañ. Rak ganeoc’h eo e tleen bezañ meulet, dre ma n’on ket bet izeloc’h e netra eget ar re wellañ eus an ebestel, petra bennak ma n’on netra.


met omp bet dous en ho touez. Evel ma kemer ur vagerez ur preder tener eus he bugale,


Ha bez’ ez eus en ho touez un den fur bennak ha skiantek? Ra ziskouezo e oberoù dre ur gundu vat gant douster ha furnez.


met an hini a zo kuzhet e diabarzh ar galon, purentez divreinus ur spered dous ha peoc’hus, a zo prizius kenañ dirak Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos