Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras: An AOTROU en deus klevet e oan kasaet hag en deus roet din c'hoazh hemañ. Hag e c'halvas anezhañ Simeon.
Pa voe tremenet ar c'hañv, David a gasas d'he c'hemer en e di, hag e voe e wreg, hag e c'hanas dezhañ ur mab. Met ar pezh en doa graet David a zisplijas d'an AOTROU.
Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet holl gomzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.
Fulor an AOTROU en em danas a-enep Moizez, hag e lavaras: Aaron al Leviad, ha n'eo ket da vreur? Gouzout a ran e komzo aezet. Ha zoken setu-eñ amañ o tont da'z tiaraogiñ, ha pa welo ac'hanout, e laouenaio en e galon.
Goude-se Moizez hag Aaron a zeuas hag a lavaras da Faraon: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue Israel: Lez va fobl da vont kuit, evit ma lido ur gouel din er gouelec'h.
Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon hag a reas evel-se, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dezho. Aaron a daolas e wialenn dirak Faraon ha dirak e servijerien, hag e teuas da vezañ un naer.
Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet komzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.
Ar bobl a c'hrozmolas da zivskouarn an AOTROU; an AOTROU o c'hlevas, e fulor en em danas, tan an AOTROU a c'hwezhas en o zouez hag a guzumas penn ar c'hamp.
En em zastum a rejont a-enep Moizez hag a-enep Aaron hag e lavarjont: A-walc'h kement-se! Holl re ar vodadenn a zo santel, hag an AOTROU a zo en o c'hreiz. Perak en em uhelait dreist bodadenn an AOTROU?
Gant ar c’hras a zo bet roet din, e lavaran da bep hini ac’hanoc’h n’en devo ket anezhañ e-unan ur meno brasoc’h eget ma’z eo ret, met m’en devo santadoù izel, hervez ar muzul a feiz en deus Doue roet da bep hini.
En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.