4 An AOTROU a lavaras trumm da Voizez, da Aaron ha da Vari: Kit ho tri da deltenn an engalv. Hag ez ejont o zri.
Pa embannez da varnedigezh eus an neñvoù, an douar a zo spouronet hag en em zalc'h sioul,
An AOTROU a gomzas da Voizez e gouelec'h Sinai, e teltenn an engalv, d'an deiz kentañ eus an eil miz, en eil bloaz goude ma oant aet kuit eus bro Ejipt, o lavarout:
Moizez a oa un den habask-meurbet, muioc'h eget hini ebet eus ar re a oa war an douar.
An AOTROU a ziskennas e kolonenn ar goabrenn hag en em zalc'has ouzh digor an deltenn. Neuze e c'halvas Aaron ha Mari, a zeuas o-daou;