Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 4:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 e pep izelegezh ha douster gant habaskted, oc’h en em c’houzañv an eil egile gant karantez,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 gant pep humilite ha pep dousder, gant eur spered a batianted, oc’h en em supporti an eil egile gant karantez;

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 4:2
28 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a zo savet uhel, hag e wel an hini a zo izel, hag ec'h anavez a bell an hini en em sav.


Den galloudek, gouriz ouzh da gostez da gleze, da veurded ha da c'hloar!


Gwelloc'h eo bezañ izel a spered gant ar re vihan, eget lodennañ ar preizh gant ar re lorc'hus.


Ober a ra goap ouzh ar c'hoapaerien, met reiñ a ra gras d'ar re uvel.


Gwelloc'h eo diwezh un dra eget he fenn-kentañ. Gwelloc'h eo ur spered habask eget ur spered lorc'hus.


Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.


Klaskit an AOTROU, c'hwi holl tud izel ar vro, c'hwi hag a ra ar pezh a c'hourc'hemenn! Klaskit ar wirionez, klaskit an douster! Marteze e viot lakaet e surentez en deiz kounnar an AOTROU.


Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.


Moizez a oa un den habask-meurbet, muioc'h eget hini ebet eus ar re a oa war an douar.


Kemerit va yev warnoc’h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d’hoc’h eneoù.


Eñ a respontas dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc’h? Betek pegeit e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degasit eñ din.


o servijañ an Aotrou e pep izelegezh, gant kalz a zaeroù hag e-kreiz an amprouennoù a zo deuet warnon dre bechoù ar Yuzevien.


Ni ar re greñv a dle gouzañv dinerzhded ar re zinerzh ha ne dleomp ket en em blijout ennomp hon-unan.


digareziñ a ra pep tra, krediñ a ra pep tra, esperout a ra pep tra, gouzañv a ra pep tra.


Dougit bec’hioù an eil egile hag e peurc’hrot evel-se lezenn Krist.


Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,


kreñvaet e pep doare hervez e c’halloud glorius, evit kaout pep pasianted ha dalc’husted el levenez,


Met te, den Doue, tec’h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.


o reizhañ gant douster an enebourien, o c’hortoz ma roio Doue dezho ar geuzidigezh a zegaso anezho da anavezout ar wirionez,


Setu perak, oc’h en em ziwiskañ eus pep loustoni hag eus an holl zrougiezh, degemerit gant douster ar ger a zo bet plantet ennoc’h hag a c’hell saveteiñ hoc’h eneoù.


met santelait en ho kalonoù an Aotrou Doue. Bezit atav prest d’en em zifenn gant douster ha doujañs e-keñver ar re a c’houlenn kont diouzhoc’h diwar-benn an esperañs a zo ennoc’h,


A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc’h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos