Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 5:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Eürus ar re douç; rag int a herito deuz an douar.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Eürus ar re a zo hegarat, rak an douar a resevint da hêrezh!

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

5 Eurus er ré e ouile, rac ind e vou disglaharet.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 5:5
30 Referencias Cruzadas  

Kemerit va ieô varnoc’h, ha deskit ganen, rag me a zo dous, hag humbl a galon, hag e kevfot ar repos d’hoc’h eneou;


Livirit da verc’h Sion: Setu aman da roue, o tond d’az kavout, leun a zouzter, hag azezet var eun azen, var eubeul an hini a zoug ar yeo.


Rag, n’e ket dre al lezen eo bet great da Abraham, pe d’he lignez, ar bromessa da gaoud ar bed evit heritach, mes dre ar justis euz ar feiz;


al lezen n’ema ket a‐enep an traou‐ze.


gant pep humilite ha pep dousder, gant eur spered a batianted, oc’h en em supporti an eil egile gant karantez;


En em viskit eta, evel tud choazet gant Doue, santel ha muia‐karet, a entraillou a drugarez, a vadelez, a humilite, a zousder, a batianted;


Mes te, O den Doue! tec’h diouz an traou‐ze, ha klask ar justis, ar biete, ar feiz, ar garantez, ar batianted an dousder.


o lakaad gant dousder he adversourien en hent mad, o c’hortoz ma plijo gant Doue ho lakaad da gaoud keuz, ha da zond da anaoud ar wirionez,


da ziwall euz an droug‐prezegerez divarben den, hag euz ar chican, da veza moderet, da ziskouez eun dousder barfet e‐kenver an holl.


Rag‐se, o lemmel divarnoc’h peb hudurnez hag ar gwall‐valis, recevit gant dousder ar ger a zo plantet enoc’h, hag a hell savetaad hoc’h eneou.


Ha beza ez euz en ho touez eun den fur ha gwiziec‐benag? Ra ziskouezo he oberou dre eur gundu vad gant an dousder euz ar furnez;


mes santifiit an Aotrou Doue en ho calonou. Ha bezit ato prest d’en em zifen gant dousder ha respet ouz ar re a c’houlen rezon diganeoc’h divarben an esperans a zo enoc’h;


mes ra vezo hoc’h ornedigez an den kuzet en diabarz ar galon, eur spered a zousder hag a beoc’h, eun ornamant ha na zeu ket da wenvi, hag a zo talvouduz braz dirag Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos