Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Titus 3:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 ra ne zroukkomzint a-enep den, ra vint tud a beoc’h, sioul, o tiskouez un douster peurvat e-keñver an holl dud.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 da ziwall euz an droug‐prezegerez divarben den, hag euz ar chican, da veza moderet, da ziskouez eun dousder barfet e‐kenver an holl.

Ver Capítulo Copiar




Titus 3:2
35 Referencias Cruzadas  

Roet ec'h eus din skoed da silvidigezh, ha da vadelezh he deus va lakaet da vezañ bras.


Ro gouezho glaou devus warno! Ra o stlapo en tan, en tonnoù don na savint ket diouto!


An hini en em lez da vont d'ar gounnar a zougo ar boan a-se, ha ma vez dilezet e vo ret dont en-dro.


Gwelloc'h eo bezañ o chom e korn un doenn, eget gant ur wreg rioterez en un ti bras.


ar falstest a lavar gevier, hag an hini a zegas stourmadegoù etre breudeur.


Peuriñ a raio e zeñved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec'h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenañ.


Kemerit va yev warnoc’h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d’hoc’h eneoù.


Paol a respontas: Breudeur, ne ouien ket e oa ar beleg-meur, rak skrivet eo: Ne zroukkomzi ket eus penn da bobl.


nag al laeron, nag ar re wallc’hoantek, nag ar vezvierien, nag an droukkomzerien, nag ar skraperien, n’o devo rouantelezh Doue da hêrezh.


Rak petra bennak ma’z on frank e-keñver an holl, ez on en em lakaet da servijer d’an holl evit gounit muioc’h a dud.


Me Paol, a bed ac’hanoc’h, dre zouster ha madelezh Krist, me hag a zo uvel dirazoc’h met leun a hardizhegezh en ho keñver pa’z on pell diouzhoc’h,


Rak aon am eus, pa’z in d’ho kavout, na gavin ket ac’hanoc’h evel ma fell din, ha na gavot ket ac’hanon evel ma fell deoc’h, na vo tabutoù, gwarizi, kasonioù, dirollerezh, droukkomzoù, falstamalloù, ourgouilh, trubuilhoù,


Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,


Breudeur, mar degouezh d’un den bezañ kavet en ur faot bennak, c’hwi hag a zo speredel, eeunit anezhañ gant ur spered a zouster. Laka evezh da-unan gant aon na vefes ivez temptet.


Dre-se, e-pad ma hon eus al lec’h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz.


e pep izelegezh ha douster gant habaskted, oc’h en em c’houzañv an eil egile gant karantez,


Ra vo pep c’hwervoni, pep kasoni, pep fulor, pep garmadenn, pep droukkomz kaset kuit eus ho touez, kenkoulz ha pep follentez.


Ra vo ho touster anavezet gant an holl dud. An Aotrou a zo tost.


met omp bet dous en ho touez. Evel ma kemer ur vagerez ur preder tener eus he bugale,


En hevelep doare, ra vo o gwragez poellek, hep droukkomz, habask, feal en holl draoù.


nann techet d’ar gwin, na taer, na douget d’ar gounid dizonest, met habask, pell eus an tabutoù, hep pizhoni,


Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.


Breudeur, na zroukkomzit ket en eil diwar-benn egile. An hini a zroukkomz diwar-benn ur breur pe a varn e vreur, a zroukkomz diwar-benn al lezenn hag a varn al lezenn. Ha mar barnez al lezenn, n’out ket un oberour eus al lezenn met ur barner.


O tilezel eta pep fallentez, pep touellerezh, pep troidellerezh, pep gwarizi ha pep droukkomz,


Rak an hini a fell dezhañ karout ar vuhez ha gwelout devezhioù eürus, ra viro e deod diouzh an droug hag e vuzelloù diouzh ar c’homzoù tromplus,


A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc’h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat,


Hag e kavont souezhus na redfec’h ket ganto en un hevelep diroll a vuhez fall, hag e troukkomzont ac’hanoc’h.


dreist-holl ar re a gerzh hervez ar c’hig e c’hoantidigezh an hudurniezh hag e dispriz ar galloud. Rok hag hardizh, e tismegañsont hep aon ar gloarioù,


Met ar re-mañ a wallgomz diwar-benn ar pezh n’anavezont ket. En em vreinañ a reont e kement hag a ouzont dre natur evel loened dibourvez a skiant.


En hevelep doare, ar re-se ivez, sebeliet en o huñvreoù, a saotr o c’hig, a zispriz ar mestroni, a wallgomz diwar-benn ar gloaroù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos