Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Titus 3:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Rag ni ive, a oa gwech‐all diskiant, dizent, dihenchet, pleget dindan gwall‐ioulou ar c’horf, ha kement tra a roe plijadur, o veva er fallentez hag en anvi, dign a gassoni, ha leun a gassoni an eil a‐enep egile.

Ver Capítulo Copiar




Titus 3:3
37 Referencias Cruzadas  

Onan a ouie penaos al lignez-se ne vije ket dezhañ, ha pa'z ae davet gwreg e vreur, en em saotre d'an douar kuit da reiñ ul lignez d'e vreur.


Hag e lakaas dilhad Jozef en he c'hichen betek ma teuas he mestr d'ar gêr.


Drougiezh an hini fall a lavar din e-kreiz va c'halon, penaos doujañs Doue n'emañ ket dirak e zaoulagad?


C'hwi, tud eeun, deskit skiant-vat; c'hwi, sodien, ra zeuio poellek ho kalon.


Disammit eus an diouiziegezh hag e vevot, hag e kerzhot war hent ar poell.


Emañ o peuriñ ludu, dianket eo gant e galon douellet, ne c'hell na dieubiñ e ene na lavarout: Ha ne vefe ket ur gaou a zalc'han em dorn?


Lorc'h da galon en deus da douellet, te hag a chom e faoutoù ar reier, en ur chomlec'h uhel, hag a lavar ez kalon: Piv am zaolo d'an douar?


Eñ a respontas: Ne d-in ket. Goude-se, e teuas keuz dezhañ hag ez eas.


Eñ a lavaras: Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h. Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo, hag: An amzer a dosta. N’it ket eta war o lerc’h.


Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini en em ro d’ar pec’hed a zo sklavour d’ar pec’hed.


Evel ma’z oc’h bet gwechall disent ouzh Doue, ha ma hoc’h eus bet bremañ trugarez dre o disentidigezh,


Ra ne reno eta ket ar pec’hed en ho korf marvel, evit ma sentot ouzh e zroukc’hoantoù.


Met grasoù ra vo roet da Zoue, goude bezañ bet sklavourien d’ar pec’hed, hoc’h eus sentet a galon ouzh reolenn a gelennadurezh oc’h bet roet dezhi.


Met bremañ, o vezañ dieubet eus ar pec’hed ha deuet sklavourien da Zoue, e tennit evit frouezh ar santeladur, hag evit diwezh ar vuhez peurbadus.


o c’houzout penaos hon den kozh a zo bet kroazstaget gantañ, evit ma vo korf ar pec’hed distrujet, ha na vimp mui sklavourien ar pec’hed.


Rak aon am eus, pa’z in d’ho kavout, na gavin ket ac’hanoc’h evel ma fell din, ha na gavot ket ac’hanon evel ma fell deoc’h, na vo tabutoù, gwarizi, kasonioù, dirollerezh, droukkomzoù, falstamalloù, ourgouilh, trubuilhoù,


Mar soñj d’un den bezañ un dra bennak, pa n’eo netra, en em drompl e-unan.


C’hwi, hag a oa gwechall diavaezidi hag enebourien dre ho soñjoù hag hoc’h oberoù fall,


C’hwi ivez hoc’h eus gwechall kerzhet en traoù-se, pa vevec’h enno.


Met an dud fall hag an douellerien a yelo en ur washaat, o touellañ hag o vezañ touellet.


En o zouez emañ ar re a ya en tiez hag a c’hounit paour-kaezh merc’hed karget a bec’hedoù, hejet gant pep seurt youloù fall,


Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac’h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat.


hag e kelenn ac’hanomp da zinac’h dizoujañs-Doue ha droukc’hoantoù ar bed, da vevañ er c’hantved-mañ gant poell, reizhder ha doujañs-Doue,


Mar soñj unan bennak ac’hanoc’h bezañ relijius ha ne vestroni ket e deod met e trompl e galon, relijion an den-se a zo didalvez.


hag evel bugale sentus, n’en em renit ket diouzh droukc’hoantoù ho tiouiziegezh a wechall.


An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.


Touellañ a reas ar re a chome war an douar dre ar burzhudoù a oa bet roet dezhañ d’ober dirak al loen, o lavarout da dud an douar ober ur skeudenn d’al loen, an hini a oa c’hoazh bev goude bezañ resevet an taol digant ar c’hleze.


Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec’h d’an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic’hlan hag euzhus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos