Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jakes 1:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Setu perak, oc’h en em ziwiskañ eus pep loustoni hag eus an holl zrougiezh, degemerit gant douster ar ger a zo bet plantet ennoc’h hag a c’hell saveteiñ hoc’h eneoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Rag‐se, o lemmel divarnoc’h peb hudurnez hag ar gwall‐valis, recevit gant dousder ar ger a zo plantet enoc’h, hag a hell savetaad hoc’h eneou.

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 1:21
37 Referencias Cruzadas  

Lakaat a raio ar re izel da gerzhout er wirionez, kelenn a raio e hent d'ar re izel.


En deiz-se e taolo un den d'ar gozed ha d'al logod-dall, e idoloù arc'hant hag e idoloù aour, en doa graet dezhañ evit o azeuliñ.


Ar re a zo hegarat o devo en AOTROU levenez war levenez, hag ar beorien a-douez an dud a laouenaio e Sant Israel.


Sellout a reot evel dic'hlan ar golo arc'hant eus ho skeudennoù kizellet, hag ar gwiskad aour eus ho skeudennoù teuzet. O zeurel a ri pell evel un hudurniezh, hag e lavari dezho: Er-maez ac'hann!


Spered an Aotrou AOTROU a zo warnon, setu perak en deus va olevet an AOTROU evit prezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar galon flastret, evit embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het hag ar frankiz d'ar re doullbac'het,


Taolit pell diouzhoc'h hoc'h holl bec'hedoù hoc'h eus pec'het drezo, grit deoc'h ur galon nevez hag ur spered nevez. Perak e varvfec'h, ti Israel?


Skuilhañ a rin warnoc'h doureier glan, hag e viot glanaet. Ho klanaat a rin eus hoc'h holl loustoni hag eus hoc'h holl idoloù.


Klaskit an AOTROU, c'hwi holl tud izel ar vro, c'hwi hag a ra ar pezh a c'hourc'hemenn! Klaskit ar wirionez, klaskit an douster! Marteze e viot lakaet e surentez en deiz kounnar an AOTROU.


Eürus ar re a zo hegarat, rak an douar a resevint da hêrezh!


Ar Spered eo a ro buhez, ar c’hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc’h a zo spered ha buhez.


Simon-Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac’h eus gerioù ar vuhez peurbadus,


Dre-se em eus kerkent kaset da’z kavout, ha mat ec’h eus graet o tont. Bremañ eta emaomp holl amañ dirak Doue, evit klevout kement holl en deus Doue gourc’hemennet dit.


Tud breudeur, mibien eus gouenn Abraham, ha c’hwi a zouj Doue, deoc’h-c’hwi eo bet kaset ar ger a silvidigezh-mañ.


Rak ne’m eus ket mezh eus Aviel Krist, rak galloud Doue eo evit silvidigezh ar re holl a gred, ar Yuzev da gentañ, ha goude ar Gresian.


Met mar d-eo lamet kuit hiniennoù eus ar brankoù, ha mar d-out-te, olivezenn gouez, bet imboudet en o lec’h ha deuet da gaout lod e gwrizienn hag e chug an olivezenn,


Met grasoù ra vo roet da Zoue, goude bezañ bet sklavourien d’ar pec’hed, hoc’h eus sentet a galon ouzh reolenn a gelennadurezh oc’h bet roet dezhi.


hag oc’h salvet drezañ, mar en mirit start evel ma em eus e brezeget deoc’h. Anez o pefe kredet en aner.


O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.


Ennañ emaoc’h ivez, o vezañ klevet ger ar wirionez, an Aviel eus ho silvidigezh, hag o vezañ kredet ennañ, oc’h bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet,


da ziwiskañ, evit ar pezh a sell ouzh ho puhez tremenet, an den kozh a vrein gant droukc’hoantoù tromplus,


Dre-se, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac’hanoc’h hervez ar wirionez d’e nesañ, rak izili omp an eil d’egile.


na komz dizonest, na reoù foll, na farserezh, a zo traoù divalav, met ra vo klevet kentoc’h trugarekadennoù.


rak hon Aviel n’eo ket bet kemennet deoc’h gant komzoù hepken, met ivez gant galloud, gant ar Spered-Santel, ha gant ur surentez leun; c’hwi a oar penaos omp en em renet en ho touez hag e-keñver ac’hanoc’h.


Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc’h rak, pa hoc’h eus resevet ger Doue disklêriet deoc’h ganeomp, hoc’h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma’z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc’h-c’hwi ar re a gred.


Rak gras Doue a ro ar silvidigezh a zo en em ziskouezet d’an holl dud,


Evel-se eta ni ivez, o kaout en-dro deomp ur goabrenn ken bras a destoù, taolomp kuit diouzhimp pep bec’h hag ar pec’hed a bak ac’hanomp ken aezet, ha redomp gant dalc’h el lañs a zo digoret deomp,


penaos e c’hellimp tec’hout kuit mar dilezomp ur silvidigezh ken bras, a zo bet prezeget da gentañ gant an Aotrou, a zo bet roet deomp evel gwirion gant ar re o deus e glevet,


Rak ar c’heloù mat a zo bet kemennet deomp koulz ha dezho, met ar ger o deus klevet n’eo ket bet talvoudus dezho rak n’eo ket bet ar feiz kevret er re o deus klevet.


Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.


ra ouezo penaos an hini en devo degaset ur pec’her diouzh hent an errol a salvo un ene eus ar marv hag a c’holoio un niver bras a bec’hedoù.


O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,


o c’hounit ar priz eus ho feiz, silvidigezh hoc’h eneoù.


O tilezel eta pep fallentez, pep touellerezh, pep troidellerezh, pep gwarizi ha pep droukkomz,


Re garet-mat, ho pediñ a ran evel diavaezidi ha beajourien d’en em virout diouzh an droukc’hoantoù kigel a ra brezel ouzh an ene,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos