Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 11:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Kemerit va yev warnoc’h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d’hoc’h eneoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

29 Kemerit va ieô varnoc’h, ha deskit ganen, rag me a zo dous, hag humbl a galon, hag e kevfot ar repos d’hoc’h eneou;

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

29 Queméret me iôg arh‐n‐oh, ha desquet guet‐n’eign penaus on cunff ha vuel a galon, ha hui e gavou er peah én hou ineaneu.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 11:29
38 Referencias Cruzadas  

Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoù, met me a raio gant skourjezoù-kruged.


Distro da'z tiskuizh, va ene, rak an AOTROU en deus graet vad dit.


Kanaouenn ar "Maalod"; eus David. AOTROU, va c'halon n'eo ket c'hwezet, va daoulagad n'int ket uhelaet, ha ne'm eus ket klasket an traoù re vras ha re uhel evidon.


He hentoù a zo hentoù plijus, hag hec'h holl wenodennoù a ren d'ar peoc'h.


Lavaret en devoa dezho: Amañ emañ an diskuizh, lezit da ziskuizhañ an hini a zo bec'hiet, amañ emañ an distan. Met n'eo ket bet fellet dezho selaou.


Ar re a zo hegarat o devo en AOTROU levenez war levenez, hag ar beorien a-douez an dud a laouenaio e Sant Israel.


Evel-henn e komz an AOTROU: En em zalc'hit war an hentoù ha sellit, klaskit ar gwenodennoù a-wechall; int eo an hent mat ha kerzhit warnañ, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù. Met lavarout a reont: Ne gerzhimp ket warno.


Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.


Moizez a oa un den habask-meurbet, muioc'h eget hini ebet eus ar re a oa war an douar.


Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!


Lavarit da verc’h Sion: Setu, da roue a zeu da’z kavout, leun a zouster ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.


hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.


Piv bennak eta a glev ar gerioù-mañ a lavaran hag a sent outo, a lakain heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc’h.


Neuze an dud a zeuas evit gwelout ar pezh a oa c’hoarvezet. O vezañ deuet da gavout Jezuz, e kavjont an den ma oa aet kuit an diaouled anezhañ, azezet ouzh treid Jezuz, gwisket hag en e skiant vat, hag e voent leuniet a spont.


Rak roet em eus deoc’h ur skouer, evit ma reot evel ma em eus graet deoc’h.


Mar gouzoc’h an traoù-se, ez oc’h eürus, gant ma sentot outo.


Ar Moizez-se eo a lavaras da vibien Israel: An Aotrou ho Toue a savo deoc’h ur profed eveldon a-douez ho preudeur. Selaou a reot anezhañ.


gant ar re a zo hep lezenn, on bet evel hep lezenn, petra bennak ma n’on ket hep lezenn Doue pa’z emaon dindan lezenn Krist, evit gounit ar re a zo hep lezenn.


Me Paol, a bed ac’hanoc’h, dre zouster ha madelezh Krist, me hag a zo uvel dirazoc’h met leun a hardizhegezh en ho keñver pa’z on pell diouzhoc’h,


evit distrujañ an arguzennoù ha pep uhelder en em sav a-enep anaoudegezh Doue, hag evit degas pep soñj dalc’het da sentidigezh ouzh Krist,


Ra vo ennoc’h an hevelep soñjoù hag ar re a oa e Jezuz-Krist,


Rak gouzout a rit peseurt gourc’hemennoù hon eus roet deoc’h a-berzh an Aotrou Jezuz.


evit tennañ veñjañs eus ar re n’anavezont ket Doue ha na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz-Krist.


Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ,


An hini a lavar e chom ennañ a dle ivez kerzhout evel m’en deus kerzhet eñ e-unan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos