Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 11:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Deuit da’m c’havout, c’hwi holl a zo skuizh ha bec’hiet, ha me ho tiboanio.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

28 Deut d’am c’havout, c’houi holl pere a zo skuiz ha bec’hiet, ha me ho soulajo.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

28 Deid devad‐on, hui ol péré e zou scuéh ha zammet, ha m’hou tiboéniou.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 11:28
36 Referencias Cruzadas  

An den, ganet gant ar vaouez, a vev nebeud a amzer, hag en deus trubuilhoù e-leizh.


met an den a zo ganet evit ar boan, evel ar fulennoù evit nijal d'an nec'h.


Distro da'z tiskuizh, va ene, rak an AOTROU en deus graet vad dit.


rak deiz ha noz e poueze da zorn warnon. Va nerzh a zeue da vezañ sec'hded an hañv.  Ehan


N'eus netra yac'h em c'hig en abeg da'z fulor, ha n'eus diskuizh ebet em eskern en abeg da'm fec'hed.


evit e lakaat er goudor en deizioù fall, ken na vo kleuziet ar poull evit an hini drouk.


Sellet em eus ouzh kement a vez graet dindan an heol, ha setu, pep tra a zo avel ha poan spered.


An holl draoù a labour muioc'h eget na c'hellfe an den lavarout; al lagad n'en deus ket e walc'h da welout, nag ar skouarn da glevout.


Un den a zo e-unan, hep eiler, n'en deus na mab na breur, ha koulskoude n'eus ket a diwezh d'e holl labour; e zaoulagad zoken n'o deus biken o gwalc'h a binvidigezh. Ne lavar ket: Evit piv e labouran hag e laman eurvad digant va ene? Kement-se ivez a zo avel ha labour poanius.


A! Broad pec'herez, pobl bec'hiet a zireizhder, gouenn drouk, mibien aet brein! Dilezet o deus an AOTROU, disprizet o deus Sant Israel, en em zistroet int war-dreñv.


En deiz-se gwrizienn Jese a vo evel ur banniel savet evit ar pobloù; ar broadoù a glasko anezhi, hag he chomlec'h a vo glorius.


Lavaret en devoa dezho: Amañ emañ an diskuizh, lezit da ziskuizhañ an hini a zo bec'hiet, amañ emañ an distan. Met n'eo ket bet fellet dezho selaou.


evit embann da re Sion a zo e kañv ez eo roet dezho ur gurunenn e-lec'h ludu, eoul a levenez e-lec'h kañvoù, ur vantell a veuleudi e-lec'h ur spered mantret, ken ma vint anvet dervennoù ar reizhder, plantadeg an AOTROU, evit ma resevo-eñ gloar.


Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.


Rak reiñ a rin da evañ d'an ene sec'hedik, hag e roin e walc'h da bep ene glac'haret.


Ya, mibien Jonadab mab Rekab o deus miret ar gourc'hemenn en doa o zad roet dezho, en doa urzhiet deoc'h, met ar bobl-mañ n'he deus ket va selaouet!


Evel-henn e komz an AOTROU: En em zalc'hit war an hentoù ha sellit, klaskit ar gwenodennoù a-wechall; int eo an hent mat ha kerzhit warnañ, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù. Met lavarout a reont: Ne gerzhimp ket warno.


Kemerit va yev warnoc’h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d’hoc’h eneoù.


Eren a reont bec’hioù pounner ha diaes da zougen, ha o lakaont war divskoaz an dud, met ne fell ket dezho stekiñ outo gant o biz.


Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout,


An deiz diwezhañ eus ar gouel bras, Jezuz a savas hag a grias: Mar en deus unan bennak sec’hed, ra zeuio da’m c’havout ha ra evo.


Bremañ eta, perak e temptit Doue en ur lakaat war an diskibien ur yev n’hon eus ket bet an nerzh da zougen, nag hon tadoù na ni hon-unan?


Diskouezet em eus deoc’h en holl draoù penaos en ur labourat evel-se ez eo ret sikour ar re wan ha kaout soñj eus gerioù an Aotrou Jezuz, en deus lavaret e-unan: Muioc’h a eürusted a zo o reiñ eget o resev.


Chomit eta start er frankiz en deus Krist ho lakaet dieub enni, ha n’en em lakait ken a-nevez dindan yev ar sklavelezh.


ha ma rofe deoc’h-c’hwi a zo glac’haret, an diskuizh ganeomp, pa en em ziskouezo an Aotrou Jezuz eus an neñv gant aeled e c’halloud, e-kreiz flammoù-tan,


Hor bezet aon eta, pa’z eo bet lezet ganeomp ur bromesa d’antreal en e ziskuizh, n’en defe unan bennak ac’hanoc’h diskouezet bezañ he dilezet.


Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec’hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos