Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 3:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 met santelait en ho kalonoù an Aotrou Doue. Bezit atav prest d’en em zifenn gant douster ha doujañs e-keñver ar re a c’houlenn kont diouzhoc’h diwar-benn an esperañs a zo ennoc’h,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 mes santifiit an Aotrou Doue en ho calonou. Ha bezit ato prest d’en em zifen gant dousder ha respet ouz ar re a c’houlen rezon diganeoc’h divarben an esperans a zo enoc’h;

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 3:15
34 Referencias Cruzadas  

Komz a rin eus da destenioù dirak ar rouaned, ha ne'm bo ket a vezh.


Kalon an den reizh a soñj er pezh a respont, met genoù ar re zrouk a skuilh traoù fall.


evit kelenn dit diarvar ar gerioù a wirionez, hag evit ma responti dre c'herioù a wirionez d'ar re a c'houlenn kuzul diganit?


Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec'hedoù evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc'h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.


Rak pa welo e vibien, oberenn va daouarn en e greiz, e santelaint va anv, e santelaint Sant Jakob, hag e toujint Doue Israel.


Tostait da zifenn ho kaoz, eme an AOTROU, diskouezit ho prouennoù, eme roue Jakob.


AOTROU an armeoù a vo savet dre ar varnedigezh, an Doue santel a vo santelaet dre ar reizhder.


Na lavarit ket: Kavailh! bep gwech ma lavaro ar bobl-mañ: Kavailh! N'ho pet ket aon rak ar pezh o deus aon razañ ha na vezit ket spouronet.


An AOTROU a lavaras da Voizez ha da Aaron: Peogwir n'hoc'h eus ket kredet ennon evit va santelaat dirak mibien Israel, ne renot ket ar vodadenn-mañ er vro am eus roet dezho.


dre m'hoc'h eus disentet ouzh va muzelloù e gouelec'h Zin pa dabutas ar vodadenn, ha n'hoc'h eus ket santelaet ac'hanon dirak o daoulagad en abeg d'an dour, doureier Meriba, e Kadesh, e gouelec'h Zin.


Paol a lavaras: Me a zo Yuzev, eus Tars, keodedour ar gêr vrudet-se eus Kilisia. Da bediñ a ran da’m lezel da gomz d’ar bobl.


Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec’h, e c’halvin ac’hanout en-dro.


gant ma chomot diazezet war ar feiz ha start en ho sav, hep dilezel esperañs an Aviel hoc’h eus klevet, a zo bet prezeget d’an holl grouadelezh a zo dindan an neñv, hag ez on bet graet me, Paol, ministr anezhañ.


Plijet eo bet gant Doue reiñ dezho da anavezout pehini eo pinvidigezh gloar ar mister-se e-touez ar baganed, da c’houzout eo: Krist ennoc’h, an esperañs eus ar gloar.


abalamour d’an esperañs a zo miret evidoc’h en neñvoù, hoc’h eus bet anaoudegezh anezhi diagent dre ar ger a wirionez eus an Aviel,


Ra vo atav ho komz leun a c’hras ha temzet gant holen, en un doare da c’houzout respont da bep hini evel ma’z eo dleet.


en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c’hell ket gaouiadiñ,


met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.


Setu perak, o lezel ar c’hentelioù kentañ eus Krist, en em roomp d’ar barfeted, hep lakaat a-nevez an diazez eus nac’hidigezh an oberoù marv, eus ar feiz e Doue,


Ha mar galvit Tad an hini a varn pep unan hervez e oberoù hep ober van eus den, en em renit eta gant doujañs e-pad an amzer hoc’h eus da dremen amañ,


pa welint ho kundu glan ha doujañsus.


met an hini a zo kuzhet e diabarzh ar galon, purentez divreinus ur spered dous ha peoc’hus, a zo prizius kenañ dirak Doue.


Bremañ en em zalc'hit amañ, hag e varnin ac'hanoc'h dirak an AOTROU diwar-benn an holl vadoberoù en deus graet an AOTROU deoc'h ha d'ho tadoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos