A-walc’h eo d’an diskibl bezañ evel e vestr ha d’ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc’h ne c’halvint ket tud e diegezh.
Mazhev 23:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met c’hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c’hwi holl a zo breudeur. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes c’houi, ne lakit ket gervel ac’hanoc’h, Mestr; rag unan hep‐ken eo ho mestr, ar C’hrist; ha c’houi holl a zo breudeur. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs hui ne vehèh quet galhuet Eutru: rac unan hemp‐quin é zou hou Eutru: ha hui ol bredér oh. |
A-walc’h eo d’an diskibl bezañ evel e vestr ha d’ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc’h ne c’halvint ket tud e diegezh.
Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!
karout a reont bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, mestr.
Judaz, an hini en droukroe, a gemeras ar gomz hag a lavaras: Ha me eo, Mestr? Eñ a lavaras dezhañ: Lavaret ec’h eus.
Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Petra a fell dit e rafen evidout? An dall a respontas: Mestr, ma’c’h adkavin ar gweled.
Pêr, o kaout soñj eus ar pezh a oa c’hoarvezet, a lavaras dezhañ: Mestr, setu, ar wezenn-fiez ac’h eus milliget a zo sec’het.
Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ. Greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia.
Met pedet em eus evidout evit na fallaio ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.
Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi, da lavarout eo Mestr, pelec’h e chomez?
An diskibien a lavaras dezhañ: Mestr, ar Yuzevien a glaske n’eus ket pell da veinata, hag e tistroez di!
Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr!
Hemañ a zeuas en noz da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar ez out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c’hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet e vefe Doue gantañ.
Dont a rejont da gavout Yann hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d’an tu all d’ar Jordan hag ac’h eus roet testeni dezhañ, setu, e vadez hag an holl a ya d’e gavout.
O vezañ e gavet en tu all d’ar mor, e lavarjont dezhañ: Mestr, pegoulz out en em gavet amañ?
E ziskibien a c’houlennas digantañ: Mestr, piv en deus pec’het, hemañ pe e dud, ma’z eo bet ganet dall?
n’eo ket e renomp war ho feiz, met e kenlabouromp d’ho levenez. Rak e chomit start dre ar feiz.
Ne brezegomp ket ac’hanomp hon-unan, met Krist Jezuz evel an Aotrou, hag ez omp ho servijerien abalamour da Jezuz.
n’eo ket mui evel ur sklavour, met dreist ur sklavour, evel ur breur karet-mat, dreist-holl ganin-me ha muioc’h c’hoazh ganit-te, hervez ar c’hig hag hervez an Aotrou.
Va breudeur, ra ne vo ket en ho touez kalz a gelennerien, rak dont a raio warnomp ur varnedigezh garvoc’h.
nann evel pa vijec’h mestr war ar re a zo fiziet ennoc’h met o vezañ skouer vat an tropell.
Me, ho preur Yann, unanet deoc’h en anken, er rouantelezh hag er c’hendalc’husted e Jezuz-Krist, edon en enezenn anvet Patmoz abalamour da c’her Doue hag abalamour da desteni Jezuz-Krist.
Me a gouezhas d’e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d’ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.
met eñ a lavaras din: Diwall d’ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur ar brofeded, hag hini a re a vir gerioù al levr-mañ. Azeul Doue.