Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Filemon 1:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 n’eo ket mui evel ur sklavour, met dreist ur sklavour, evel ur breur karet-mat, dreist-holl ganin-me ha muioc’h c’hoazh ganit-te, hervez ar c’hig hag hervez an Aotrou.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 n’e ket mui evel eun esclav, mes dreist eun esclav, evel eur breur karet meurbed ganenme, ha muioc’h c’hoas ganezte, hervez ar c’hig, hag hervez an Aotrou.

Ver Capítulo Copiar




Filemon 1:16
10 Referencias Cruzadas  

Met c’hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c’hwi holl a zo breudeur.


Ananiaz a yeas hag, o vezañ aet en ti, e lakaas e zaouarn war Saol hag e lavaras: Breur Saol, an Aotrou Jezuz, an hini a zo en em ziskouezet dit en hent a zeues drezañ, en deus va degaset evit ma adkavi ar gweled ha ma vi leuniet gant ar Spered-Santel.


Rak an hini a oa bet galvet en Aotrou pa oa sklav a zo frankiziad an Aotrou. En hevelep doare an hini a oa bet galvet pa oa frank a zo sklavour Krist.


Mevelien, sentit en holl draoù ouzh ho mistri hervez ar c’hig, nann zoken dindan o daoulagad evel ma klaskfec’h plijout d’an dud, met gant eeunder a galon hag e doujañs Doue.


Ar re o deus kredourien da vistri ra ne zisprizint ket anezho war digarez ez int breudeur, met ra servijint anezho gwelloc’h abalamour ma’z int kredourien ha re garet-mat, ha m’en em lakaont d’ober vat dezho. Desk an traoù-se hag ali anezho.


Rak-se, breudeur santel o deus lod er c’halvidigezh neñvel, eveshait ouzh an abostol hag ar beleg-meur eus ar feiz a anzavomp, Jezuz-Krist,


Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C’hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c’hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos