Sant Marc 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 11 Donedigezh veur Jezuz e Jeruzalem 1 Pa dostajont ouzh Jeruzalem, ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien, 2 o lavarout dezho: It d’ar vourc’h a zo dirazoc’h ha, kerkent ha ma viot aet enni, e kavot un azen yaouank stag, ha n’eus bet c’hoazh den war e gein. Distagit anezhañ hag en degasit. 3 Mar lavar unan bennak deoc’h: Perak e rit an dra-se? Lavarit: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. Ha raktal en kaso amañ. 4 Mont a rejont hag e kavjont an azen a oa stag en diavaez dirak an nor, etre daou hent, hag e tistagjont anezhañ. 5 Hiniennoù eus ar re a oa eno a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se? 6 Int a respontas evel m’en doa Jezuz gourc’hemennet dezho, hag e voent lezet da vont. 7 Degas a rejont an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warnañ, hag ec’h azezas warnañ. 8 Kalz a astennas o dilhad war an hent, ha re all a droc’has brankoù gwez hag a c’holoas ganto an hent. 9 Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie o lavarout: Hozanna! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! 10 Benniget ra vo ren David hon tad, a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet! 11 Jezuz a yeas e Jeruzalem hag en templ. O vezañ sellet ouzh pep tra, evel ma oa diwezhat, ez eas da Vetania gant an daouzek. Ar wezenn-fiez milliget 12 An deiz war-lerc’h, pa zistroent eus Betania, en doe naon. 13 O welout a-bell ur wezenn-fiez he doa delioù, ez eas evit gwelout hag-eñ e kavje un dra bennak enni. Hag o vezañ tostaet, ne gavas nemet delioù, rak ne oa ket mare ar fiez. 14 Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Ra ne zebro biken den eus da frouezh. Hag e ziskibien a glevas kement-se. Ar varc’hadourien kaset kuit er-maez eus an templ 15 Dont a rejont da Jeruzalem. Jezuz o vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe hag a brene en templ, hag e tiskaras taolioù an drokerien-arc’hant ha kadorioù ar varc’hadourien goulmed. 16 Ne leze den da zougen lestr ebet dre an templ. 17 Hag e kelenne en ur lavarout: N’eo ket skrivet: Va zi a vo galvet un ti a bedenn evit an holl vroadoù? Met c’hwi hoc’h eus graet anezhañ ur c’havarn laeron. 18 Ar skribed hag ar veleien vras, o vezañ klevet kement-se, a glaskas an doare d’e lakaat d’ar marv. Rak aon o doa dirazañ, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelennadurezh. 19 An abardaez o vezañ deuet, Jezuz a yeas er-maez eus kêr. Ar wezenn-fiez sec’het; ar feiz; ar pardon 20 Diouzh ar beure, evel ma tremenent, e weljont ar wezenn-fiez sec’het betek ar gwrizioù. 21 Pêr, o kaout soñj eus ar pezh a oa c’hoarvezet, a lavaras dezhañ: Mestr, setu, ar wezenn-fiez ac’h eus milliget a zo sec’het. 22 Jezuz, o respont, a lavaras: Ho pet ar feiz eus Doue. 23 Rak me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos piv bennak a lavaro d’ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, ha kement-se hep argrediñ en e galon, met en ur grediñ e c’hoarvezo, ar pezh a lavar a vo roet dezhañ. 24 Setu perak e lavaran deoc’h: Kement a c’houlennot en ur bediñ, kredit e resevot anezhañ ha kement-se a vo roet deoc’h. 25 Ha pa deuot da bediñ, mar hoc’h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit, evit ma teuio ivez ho Tad a zo en neñvoù da bardoniñ deoc’h ho tisentidigezh. 26 Met ma ne bardonit ket, ho Tad a zo en neñvoù ne bardono ket kennebeut ho tisentidigezh. Galloud Jezuz 27 Distreiñ a rejont c’hoazh da Jeruzalem hag, evel ma’z ae dre an templ, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien a dostaas outañ 28 hag a lavaras dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, pe piv en deus roet dit galloud d’ober an traoù-se? 29 Jezuz a respontas dezho: Me a c’houlenno ivez un dra ouzhoc’h. Respontit din hag e lavarin deoc’h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. 30 Badeziant Yann, ha dont a rae eus an neñv pe eus an dud? Respontit din. 31 Int a soñje enno o-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n’hoc’h eus ket kredet ennañ? 32 Ha mar lavaromp: Eus an dud... Aon o doa rak ar bobl, rak an holl a grede e oa Yann ur gwir brofed. 33 Neuze e respontjont da Jezuz: N’ouzomp ket. Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc’h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. |