Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 11:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Pa dostajont ouzh Jeruzalem, ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Evel ma tostaent ouz Jerusalem, ouz Bethfaje ha Bethani, tost da venez Olived, Jesus a gassaz daou euz he ziskibien,

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 11:1
14 Referencias Cruzadas  

David a bigne dre grec'hienn an Olived, hag en ur bignat e ouele; e benn a oa goloet, hag e kerzhe diarc'hen. An holl bobl a oa gantañ a bigne, goloet ganto o fenn, hag en ur bignat e ouelent.


E dreid en em zalc’ho, en deiz-se, war Venez an Olived, a zo dirak Jeruzalem, er sav-heol. Ha Menez an Olived a faouto dre e greiz, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, hag e vo un draonienn vras-meurbet. Un hanter eus ar menez a yelo war-zu an hanternoz, hag an hanter all war-zu ar c’hreisteiz.


Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit eus kêr evit mont da Vetania, e-lec’h ma tremenas an noz.


Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c’hoarvezo an traoù-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?


Goude m’o doe kanet ur c’hantik, ez ejont da Venez an Olived.


o lavarout dezho: It d’ar vourc’h a zo dirazoc’h ha, kerkent ha ma viot aet enni, e kavot un azen yaouank stag, ha n’eus bet c’hoazh den war e gein. Distagit anezhañ hag en degasit.


Evel ma oa azezet war Venez an Olived dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a c’houlennas a-du digantañ:


Neuze e kasas daou eus e ziskibien hag e lavaras dezho: It e kêr hag e kavot un den o tougen ur podad dour, it war e lerc’h.


Gervel a reas an daouzek hag en em lakaas d’o c’has daou ha daou, en ur reiñ dezho ar galloud war ar speredoù hudur.


Jezuz a yeas da Venez an Olived.


Neuze e tistrojont da Jeruzalem, eus ar Menez a c’halver an Olived, a zo pell diouzh Jeruzalem war-dro hed ur pennad-hent sabad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos