Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras: Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh.
Abalamour d’ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar menez-se: Kae ac’hann aze, hag ez afe. Netra ne vefe dibosupl deoc’h.
Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec’h ket, n’eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d’ar wezenn-fiez e rajec’h, met pa lavarjec’h d’ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje.