Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jakes 3:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Va breudeur, ra ne vo ket en ho touez kalz a gelennerien, rak dont a raio warnomp ur varnedigezh garvoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Va breudeur, arabad eo e vez kalz a gelennerien en ho touez, rag dond a raio varnomp eur varnedigez rustoc’h.

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 3:1
30 Referencias Cruzadas  

Moizez a lavaras da Aaron: Kement-se eo ar pezh en deus disklêriet an AOTROU en ur lavarout: Santelaet e vin dre ar re a dosta ouzhin hag e vo roet gloar din dirak ar bobl. Aaron a davas.


An AOTROU a lamo kuit eus teltennoù Jakob an den a ra kement-se, an hini a zihun, an hini a respont, hag an hini a ginnig ar brofadenn da AOTROU an armeoù.


An diskibl n’eo ket uheloc’h eget e vestr nag ar mevel uheloc’h eget e aotrou.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma dismantrit tiez an intañvezed hag e rit evit ar gweled pedennoù hir. Abalamour da-se e viot barnet garvoc’h.


Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras d’e ziskibien: Perak e tebr ho mestr gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?


Gervel a reas anezhañ hag e lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac’hanout? Gra din ar gont eus da c’houarnerezh, rak ne c’helli ken bezañ va merour.


Na varnit ket ha ne viot ket barnet. Na gondaonit ket ha ne viot ket kondaonet. Pardonit hag e viot pardonet.


Jezuz a respontas dezhañ: Te a zo doktor Israel, ha n’ouzout ket an traoù-se?


Bez’ e oa en Iliz Antioch profeded ha doktored: Barnabaz, Simeon anvet Niger, Lusiuz ar Sirenad, Manahen a oa bet savet gant Herodez an tetrark, ha Saol.


Doue en deus lakaet en Iliz da gentañ an ebestel, d’an eil ar brofeded, d’an trede an doktored, goude ar re a ra mirakloù, ha goude-se ar re o deus an donezonoù da yac’haat, da sikour, da c’houarn, da gomz meur a yezh.


Rak ret eo deomp holl mont dirak lez-varn Krist, evit ma resevo pep hini hervez ar mad pe an droug en devo graet o vezañ en e gorf.


Eñ eo ivez en deus lakaet lod da ebestel, lod all da brofeded, lod all da avielourien, lod all da bastored ha doktored,


fellout a ra dezho bezañ doktored eus al lezenn, petra bennak ma n’intentont ket ar pezh a lavaront nag ar pezh a roont evel gwir.


ez on bet lakaet evitañ, ar wirionez a lavaran e Krist ha ne lavaran ket ur gaou, da brezegour, da abostol ha da zoktor ar baganed er feiz hag er wirionez.


ez on bet lakaet evitañ da brezeger, da abostol ha da zoktor ar baganed.


Sentit ouzh ho renerien ha plegit dezho, rak eveshaat a reont war hoc’h eneoù evel o tleout rentañ kont anezho, evit ma c’hellint ober kement-se gant levenez ha nann en ur glemm, rak e vefe dic’hounid deoc’h.


Va breudeur karet-mat, na vezit ket tromplet,


Evel-se va breudeur karet-mat, ra vo pep den buan da selaou, gorrek da gomz, gorrek da gounnariñ,


Eus an hevelep genoù e teu ar vennozh hag ar vallozh. Arabat eo, va breudeur, e vez an traoù evel-se.


nann evel pa vijec’h mestr war ar re a zo fiziet ennoc’h met o vezañ skouer vat an tropell.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos