Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jakes 3:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c’hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hogen, holl e kwezomp var meur a dra. Mar d’euz unan‐benag ha na deu ket da fazia en he gomzou, hennes a zo eun den parfet, hag a zo capabl da zerc’hel he gorf‐holl bridet.

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 3:2
29 Referencias Cruzadas  

P'o devo pec'het a-enep dit, rak n'eus den ha na bec'h ket, hag e vi fuloret a-enep dezho, hag e roi anezho d'o enebourien, hag e vint harluet d'ur vro enebour bell pe dost gant ar re o devo o c'hemeret,


P'o devo pec'het a-enep dit, rak n'eus den ha na bec'h ket, hag e vi fuloret a-enep dezho, hag e roi anezho d'o enebourien, hag e vint harluet d'ur vro bell pe dost gant ar re o devo o zapet,


A-enep Doue eo, e tistroez da gounnar hag e lakaez komzoù evel-se da zont er-maez eus da c'henoù?


Piv eo an den a gav plijadur da vevañ, hag a gar gwelout deizioù a eurvad?


D'ar mestr-kaner; da "Jedutun"; salm David.


Pa vez kalz a gomzoù, ne vank ket ar pec'hed, met an hini a zalc'h e vuzelloù a zo fur.


An hini a evesha war e c'henoù a vir e ene, met an hini a zigor e vuzelloù a gavo e goll.


Piv a c'hell lavarout: Glanaet em eus va c'halon, naet on eus va fec'hed?


An hini a vir e c'henoù hag e deod, a vir e ene diouzh an estrenvan.


A-dra-sur war an douar n'eus den reizh ebet a rafe ar mad ha na bec'hfe ket.


Deuet omp holl da vezañ evel un den dic'hlan, hag hon holl reizhder evel un dilhad saotret. Goeñvet omp holl evel un delienn, hag hon direizhder hor c'has gantañ evel an avel.


an aberzhour a sello outo. Mar d-eo war groc’hen o c’horf tarchoù arwenn, emaint tarchoù o tispuilhañ war ar c’hroc’hen, glan int.


Lignez a naered-gwiber, penaos e c’hellfec’h lavarout traoù mat, fall evel ma’z oc’h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù.


Rak diwar da gomzoù e vi reishaet ha diwar da gomzoù e vi kondaonet.


hervez ma’z eo skrivet: N’eus den reizh ebet, nann, hini ebet,


Kavout a ran eta al lezenn-mañ: pa fell din ober ar mad, an droug a zo stag ouzhin.


Met bloñsañ a ran va c’horf hag e lakaan anezhañ da blegañ din, gant aon na vefen taolet kuit va-unan goude bezañ prezeget d’ar re all.


Met ar Skritur he deus serret pep tra dindan ar pec’hed, evit ma vije roet ar bromesa dre ar feiz eus Jezuz-Krist d’ar re a gred.


Rak ar c’hig en deus c’hoantoù a-enep ar Spered, hag ar Spered en deus re a-enep ar c’hig, an daou a zo kontrol an eil d’egile en hevelep doare ma ne rit ket an traoù a fellfe deoc’h.


Eñ eo an hini a brezegomp, oc’h aliañ pep den hag o kelenn pep den e pep furnez, evit lakaat pep den da vezañ peurvat e Krist Jezuz.


Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac’hanoc’h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc’h en e bedennoù, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet en holl volontez Doue.


a rento ac’hanoc’h peurc’hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc’h ober e-unan ennoc’h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Mar soñj unan bennak ac’hanoc’h bezañ relijius ha ne vestroni ket e deod met e trompl e galon, relijion an den-se a zo didalvez.


Ha ra zeuio ar basianted da gas hec’h oberenn da benn, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet hep mankout e netra.


Rak piv bennak en devo miret an holl lezenn met a gouezho war ur poent hepken, a vo kablus e-keñver an holl.


Rak an hini a fell dezhañ karout ar vuhez ha gwelout devezhioù eürus, ra viro e deod diouzh an droug hag e vuzelloù diouzh ar c’homzoù tromplus,


Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d’e c’hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos