Sant Marc 10:47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ klevet e oa Jezuz a Nazared, en em lakaas da grial, o lavarout: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag, o veza klevet e oa Jesus a Nazaret an hini a oa o tremen, e commansaz da grial, ha da lavaret: Jesus, Mab David, bez truez ouzin! |
Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc’h a zo gwall boaniet gant un diaoul.
Dont a reas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.
Ha setu, daou zen dall, azezet war gostez an hent, a glevas e oa Jezuz o tremen, hag e krijont, o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Aotrou, Mab David!
Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet!
Evel ma’z ae etrezek an nor, ur vatezh all a welas anezhañ hag a lavaras d’ar re a oa eno: Hemañ a oa ivez gant Jezuz a Nazared.
Evel ma’z ae Jezuz pelloc’h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David!
o lavarout: Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c’holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.
Jezuz a zeuas da Nazared e-lec’h ma oa bet savet hag a yeas, hervez e c’hiz, er sinagogenn d’an deiz sabad. Sevel a reas evit lenn.
Natanael a lavaras dezhañ: Hag eus Nazared e c’hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezhañ: Deus ha gwel.
Pilat a reas ivez ur skrid hag en lakaas war ar groaz. Ennañ e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN.
Reoù all a lavaras: Ar C’hrist eo. Ha reoù all a lavaras: Ar C’hrist, ha dont a ra eus Galilea?
Int a respontas dezhañ: Bez’ out ivez Galileat? Evesha, ha gwel ha profed ebet a zo bet biskoazh savet eus Galilea.
rak e glevet hon eus o lavarout penaos Jezuz, an Nazaredad-se, a zistrujo al lec’h-mañ hag a gemmo ar boazioù en deus Moizez roet deomp.
Me Jezuz, am eus kaset va ael evit rentañ deoc’h testeni eus an traoù-mañ en Ilizoù. Me eo gwrizienn ha lignez David, steredenn lugernus ar beure.