Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 10:47 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

47 Hag, o veza klevet e oa Jesus a Nazaret an hini a oa o tremen, e commansaz da grial, ha da lavaret: Jesus, Mab David, bez truez ouzin!

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

47 O vezañ klevet e oa Jezuz a Nazared, en em lakaas da grial, o lavarout: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin!

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 10:47
24 Referencias Cruzadas  

Levr lignez Jesus‐Christ, mab David, mab Abraham.


An holl bobl a oe souezet braz, hag e lavarent: Ha n’eo ket he‐man mab David?


Ha setu eur vreg euz a Ganaan, hag a zeue euz ar c’hosteziou‐ze, a griaz, o lavaret dezhan: Aotrou, mab David! bez truez ouzin! va merc’h a zo gwall‐dourmantet gant an drouk‐spered.


hag o veza deuet, e choumaz en eur gear galvet Nazaret; hag evel‐se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar brofeted: Galvet e vezo Nazaread.


Ha setu daou zen dall, pere a oa azezet var bord an hent, o klevet e oa Jesus o tremen, a gommansaz da grial, en eur lavaret: Aotrou, Mab David, bez truez ouzomp!


Hag ar bobl a lavare: He‐man eo Jesus ar profet, pehini a zo euz a Nazareth en Galile.


hag ar bobl, a iea araog dezhan, hag ar re a zeue var lerc’h, a grie, en eur lavaret: Hozanna da Vab David! benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou! Hozanna en huella euz an envou!


Hag evel ma oa o vond er meaz dre an nor, eur vatez all a velaz anezhan, hag a lavaraz d’ar re a oa eno: He‐man a oa ive gant Jesus a Nazaret.


Pa oa Jesus a vond ac’hane, daou zen dall a heuliaz anezhan, en eur grial, hag en eur lavaret:


Ah! petra a zo etre te ha ni, Jesus a Nazaret? Ha deuet oud‐de evit hon c’holl? Gouzoud a ran piou oud; ar Zant a Zoue.


Ha Jesus a zeuaz da Nazaret, en pe leac’h e oa bet savet, hag evel ma oa he gustum, ec’h antreaz da zeiz ar sabbat er sinagog, hag e savaz evit lenn.


Nathanael a lavaraz dezhan: Daoust hag euz a Nazaret ec’h hell dond eun dra‐benag a vad? Philip a lavaraz dezhan: Deuz ha gwel.


Pilat a reaz ive eur scrid hag hen lekeaz var ar groaz; hag e oa scrivet varnezhan: jesus a nazaret, roue ar judevien.


Darn all a lavare: He‐man eo ar C’hrist. Mes darn all a lavare: Daoust ha deuz ar C’halile e tle dond ar C’hrist?


Respont a rejont dezhan: Hag eur Galilead oud‐te ive? Klask, ha gwel ha profet e‐bed a zo bet biskoas savet euz a C’halile.


Rag klevet hon euz anezhan o lavaret penaos Jesus, an Nazaread‐se, a zistrujo al leac’h‐man, hag a chencho an ordrenansou roet deomp gant Moises.


Me, Jesus, em euz kasset va eal, evit renta deoc’h testeni euz an traou‐man en Ilizou. Me eo grizien ha lignez David, ar stereden lugernus euz ar mintin.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos