Israel a lavaras: A-walc'h eo! Jozef va mab a zo bev c'hoazh. Mont a rin hag e welin anezhañ kent ma varvin.
Sant Lucas 15:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d’en em laouenaat. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) rag ar mab‐man d’in a oa maro, hag ez eo deuet d’ar vuez; kollet e oa, ha setu hen kavet. Hag int a gommansaz d’en em rejouissa. |
Israel a lavaras: A-walc'h eo! Jozef va mab a zo bev c'hoazh. Mont a rin hag e welin anezhañ kent ma varvin.
Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.
evit ma viot bronnet ha m'o devo ho kwalc'h gant laezh he frealz, hag evit ma sunot ha m'o devo plijadur gant leunder he gloar.
Klask a rin an hini gollet, degas a rin en-dro an hini zianket, pakañ a rin an hini dorret hec'h ezel, nerzhañ a rin an hini glañv, met e tistrujin ar re lart ha nerzhus. O feuriñ a rin gant skiant.
N'hoc'h eus ket nerzhet ar re zinerzh, n'hoc'h eus ket louzaouet an hini glañv, n'hoc'h eus ket paket an hini dorret hec'h ezel, n'hoc'h eus ket kerc'het an hini zianket, n'hoc'h eus ket klasket an hini gollet, met renet hoc'h eus warno gant kaleter ha rustoni.
O vezañ deuet da Vetsaida, e voe degaset dezhañ un den dall hag en pedjont da stekiñ outañ.
Setu, em eus roet deoc’h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c’hruged ha war holl nerzhoù an enebour, ha netra ne c’hello noazout ouzhoc’h.
Met ar mab henañ a oa er parkeier. Pa zistroas ha pa dostaas ouzh an ti, e klevas ar sonerezh hag an dañsoù.
Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.
Pehini ac’hanoc’h, mar en deus kant dañvad ha mar deu da goll unan anezho, ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all el lec’h distro evit mont da glask an hini a zo kollet, ken en defe e gavet?
Jezuz a lavaras dezhañ: Lez ar re varv da sebeliañ o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue.
Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez, an hini a gred ennon, ha pa vefe marv, a vevo.
Rak, evel ma adsav a varv an Tad hag e ro ar vuhez, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d’ar re a fell dezhañ.
Rak, mar d-eo bet o distaol adunvanidigezh ar bed, petra a vo o adgalvidigezh, nemet ur vuhez a-douez ar re varv?
C’hwi ivez eta, en em sellit evel marv d’ar pec’hed evit mat, met bev evit Doue e Jezuz-Krist hon Aotrou.
Na roit ket hoc’h izili d’ar pec’hed evit bezañ binvioù a zireizhder, met en em roit hoc’h-unan da Zoue evel tud deuet eus ar marv d’ar vuhez, ha roit hoc’h izili evel binvioù a reizhder evit Doue.
Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec’hed hag ar marv.
P’en devez un ezel poan, an holl izili o devez poan gantañ. Pa vez enoret un ezel, an holl izili en em laouena asambles gantañ.
pa oamp marv en hor pec’hedoù, en deus hon degaset asambles d’ar vuhez e Krist, dre c’hras eo oc’h bet salvet,
Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.
Pa oac’h marv en ho pec’hedoù hag e diamdroc’h ho kig, en deus ho tegaset d’ar vuhez asambles gantañ, o vezañ pardonet deoc’h hoc’h holl zisentidigezhioù,
Sklosennoù int en ho predoù a garantez pa zebront ganeoc’h oc’h en em vagañ o-unan hep dalc’hidigezh ebet. Int a zo koabrennoù hep dour kaset amañ hag ahont gant an avelioù, gwez difrouezh e dilerc’h an diskar-amzer marv div wech ha diwriziennet,
Skriv da ael Iliz Sardiz: Setu ar pezh a lavar an hini en deus seizh spered Doue hag ar seizh steredenn: Anavezout a ran da oberoù, ar vrud ac’h eus da vezañ bev met marv out.