Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 2:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 pa oamp marv en hor pec’hedoù, en deus hon degaset asambles d’ar vuhez e Krist, dre c’hras eo oc’h bet salvet,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 pa oamp maro en hor pec’hejou, hen deuz hon rentet d’ar vuez assambles er C’hrist, (dre c’hras eo ez oc’h salvet;)

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 2:5
20 Referencias Cruzadas  

rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d’en em laouenaat.


Rak, evel ma adsav a varv an Tad hag e ro ar vuhez, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d’ar re a fell dezhañ.


Ar Spered eo a ro buhez, ar c’hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc’h a zo spered ha buhez.


Met krediñ a reomp ez omp salvet dre c’hras an Aotrou Jezuz-Krist, kenkoulz hag int.


Hep dale an Doue a beoc’h a friko Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc’h! Amen.


ha ma’z int reishaet evit netra dre e c’hras, dre an dasprenadur a zo e Jezuz-Krist,


Setu perak eus ar feiz eo hon eus resevet ar c’hras, evit ma vo ar bromesa asuret d’an holl lignez, nann hepken d’an hini a zo eus al lezenn, met ivez d’an hini a zo eus feiz Abraham, eñ hag a zo hon tad deomp holl,


Rak mar d-omp bet, pa oamp enebourien, adunvanet gant Doue dre varv e Vab, muioc’h a-se o vezañ adunvanet, e vimp salvet dre e vuhez.


Rak pa oamp c’hoazh hep nerzh, Krist a zo marvet, en amzer dereat, evit tud zizoue.


Met Doue a ziskouez e garantez en hor c’heñver, o vezañ ma oamp c’hoazh pec’herien pa’z eo marvet Krist evidomp.


Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec’hed hag ar marv.


Gras an Aotrou Jezuz-Krist, karantez Doue ha kenunvaniezh ar Spered-Santel ra vo ganeoc’h holl! Amen.


C’hwi a oa marv en ho faotoù hag en ho pec’hedoù,


Rak salvet oc’h dre ar c’hras, war-bouez ar feiz. Ha kement-se ne zeu ket ac’hanoc’h, donezon Doue eo.


Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.


Pa oac’h marv en ho pec’hedoù hag e diamdroc’h ho kig, en deus ho tegaset d’ar vuhez asambles gantañ, o vezañ pardonet deoc’h hoc’h holl zisentidigezhioù,


Rak gras Doue a ro ar silvidigezh a zo en em ziskouezet d’an holl dud,


en deus hor salvet, nann abalamour d’an oberoù a reizhder hor bije graet, met hervez e drugarez, dre walc’hadenn an eil c’hinivelezh ha dre nevezidigezh ar Spered-Santel,


Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc’h holl! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos