Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 5:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Met an hini a vev er plijadurioù a zo marv, daoust ma’z eo bev.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Mes an hini a vev er plijadurezou, a zo maro hag hi o veva.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 5:6
29 Referencias Cruzadas  

met, eus gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug ne c'helli ket debriñ diouti, rak an deiz ma tebri diouti e varvi a-dra-sur.


Ar servijer a vo ur mab a-benn ar fin d'an hini a vev anezhañ gant preder adalek e yaouankiz.


setu joa ha levenez, lazhañ a reer ejened, lazhañ a raed deñved, debriñ a raed kig, evañ a raed gwin, o lavarout: Debromp hag evomp, rak warc'hoazh e varvimp!


Diskenn hag azez er boultrenn, gwerc'hez merc'h Babilon, azez d'an douar, hep tron, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet: Tener ha plijus.


An hini gaer, an hini flour, merc'h Sion, me a zistrujo anezhi.


Ar re a zebre meuzioù blizidik a varv er straedoù. Ar re a oa desavet e ruz-moug a vriata an teil.


Jezuz a lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon ha lez ar re varv da sebeliañ o re varv.


Hag e lavarin da’m ene: Va ene, kalz a vadoù ac’h eus a-du evit meur a vloavezh, en em ziskuizh, debr, ev ha bez laouen.


Un nebeud devezhioù goude, ar mab yaouankañ o vezañ dastumet kement en doa, a yeas d’ur vro bell hag a zispignas enni e vadoù o vevañ en diroll.


rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d’en em laouenaat.


Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.


Bez’ e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lin fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus.


Met petra oc’h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer hag a vev er plijadurioù, a zo e tiez ar rouaned.


C’hwi a oa marv en ho faotoù hag en ho pec’hedoù,


pa oamp marv en hor pec’hedoù, en deus hon degaset asambles d’ar vuhez e Krist, dre c’hras eo oc’h bet salvet,


Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.


An den tenerañ en ho touez, an hini flourañ, a sello gant ul lagad drouk ouzh e vreur, ouzh e wreg karet-mat hag ouzh ar restad eus e vibien en devo espernet,


Ar wreg tenerañ en ho touez, an hini flourañ, an hini n'he dije ket aesaet lakaat sol he zroad war an douar, dre flourded ha dre denerded, a sello gant ul lagad drouk ouzh he fried karet-mat, ouzh he mab hag ouzh he merc'h,


Pa oac’h marv en ho pec’hedoù hag e diamdroc’h ho kig, en deus ho tegaset d’ar vuhez asambles gantañ, o vezañ pardonet deoc’h hoc’h holl zisentidigezhioù,


En o zouez emañ ar re a ya en tiez hag a c’hounit paour-kaezh merc’hed karget a bec’hedoù, hejet gant pep seurt youloù fall,


Bevet hoc’h eus er blijadurezh hag en dudi war an douar, en em leuniet oc’h bet evel en un devezh a lazhadeg.


Kement ha ma’z eo en em roet el lorc’h ha ma’z eo en em veuzet er plijadurioù, roit dezhi kement all da c’houzañv a estrenvan hag a c’hlac’har. Pa lavar en he c’halon: Azezet on da rouanez, n’on ket intañvez ha ne welin ket ar c’hañv,


Skriv da ael Iliz Sardiz: Setu ar pezh a lavar an hini en deus seizh spered Doue hag ar seizh steredenn: Anavezout a ran da oberoù, ar vrud ac’h eus da vezañ bev met marv out.


Ha Samuel a lavaras: Degasit din Agag roue Amalek. Hag Agag a zeuas davetañ o kaout doare da vezañ laouen, dre ma lavare: A-dra-sur c'hwervoni ar marv a zo aet kuit.


ha lavarit dezhañ: Peoc'h dit evit da vuhez! Peoc'h da'z ti ha da gement a zo dit!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos