Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 5:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 An hini a zo gwir intañvez hag a zo chomet hec’h-unan, a esper e Doue hag a gendalc’h noz-deiz e pedennoù hag e erbedennoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Hogen, an hini a zo gwir intanvez hag a zo choumet he‐unan, a esper en Doue hag a gendalc’h er beden hag en orezon noz‐deiz.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 5:5
27 Referencias Cruzadas  

Golo a raio ac'hanout gant e bluñv, hag ez po ur repu dindan e zivaskell. E wirionez a vo da skoed hag da hobregon.


Setu, Doue eo va silvidigezh. Fiziañs am bo ha ne'm bo ket aon, an AOTROU, an AOTROU, eo va nerzh ha va meuleudi, ha bet eo va Salver.


He dorojoù a huanado hag a vo er c'hañv, ha, glac'haret, ec'h azezo d'an douar.


Hag e lavari ez kalon: Piv en deus roet ar vugale-mañ din? Kollet em boa va bugale hag e oan en distro, divroet ha dalc'het, piv en deus desavet ar re-mañ?


Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!


Laouena, gaonac'h, te na c'hanes ket, strak ha laosk kriadennoù a levenez, te na c'houzañves ket gwentloù ar gwilioud, rak mibien an hini dilezet a vo niverusoc'h eget re ar wreg he doa ur pried, eme an AOTROU.


Eus an nec'h en deus kaset em eskern un tan a lonk anezho. Stegnet en deus ur roued dindan va zreid. Graet en deus din kouezhañ en a-dreñv ha bezañ mantret ha dinerzh bemdez.


Eñ a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred hag hep skuizhañ.


Doue, ha ne veñjo ket e re zibabet a gri dezhañ noz-deiz, evitañ da zaleañ da fuloriñ?


Chomet e oa intañvez, hag e oa oadet a bevar bloaz ha pevar ugent pe war-dro. N’ae ket er-maez eus an templ, o servijañ Doue noz-deiz er yunoù hag er pedennoù.


hag a c’hortoz he sevenidigezh hon daouzek meuriad, oc’h azeuliñ dalc’hmat noz-deiz. Diwar-benn an esperañs-se, roue Agrippa, ez on tamallet gant ar Yuzevien.


En deizioù-se, evel ma kreske niver an diskibien, e savas ur grozmol eus ar C’hresianegerien a-enep an Hebreed, abalamour ma oa o intañvezed lezet a-gostez er servij pemdeziek.


Pêr a savas hag a yeas ganto. Pa voe erruet, e tegasjont anezhañ d’ar gambr uhel. An holl intañvezed a dostaas outañ en ur ouelañ hag a ziskouezas dezhañ ar saeoù hag ar mantilli a rae Dorkas pa oa ganto.


Eñ, o reiñ dezhi e zorn, he savas. O vezañ galvet ar sent hag an intañvezed, e tiskouezas anezhi bev dezho.


da lavarout eo, o vezañ en ho touez, ma vimp kalonekaet asambles dre ar feiz a zo kumun etrezomp holl deoc’h kenkoulz ha din-me.


hon eus resevet drezañ ar c’hras hag an abostolerezh evit degas d’ar sentidigezh ouzh ar feiz en e anv an holl baganed,


Ha me a garfe e vefec’h hep nec’hamant. An hini n’eo ket dimezet en em ro da draoù an Aotrou evit plijout d’an Aotrou,


Un diforc’h a zo etre ar wreg dimezet hag ar werc’hez, an hini n’eo ket dimezet en em ro da draoù an Aotrou evit bezañ santel a gorf hag a spered, met an hini a zo dimezet en em ro da draoù ar bed evit plijout d’hec’h ozhac’h.


o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc’husted hag o pediñ evit an holl sent,


Na vezit nec’het gant netra, met en holl lec’hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez,


Pediñ a ran eta start, a-raok pep tra, ma vo graet goulennoù, pedennoù, erbedennoù, trugarekadennoù evit an holl dud,


Mar en deus ur c’hredour bennak, gwaz pe wreg, intañvezed, ra sikouro anezho ha ra ne vo ket bec’hiet an Iliz ganto, evit m’he devo peadra da sikour ar re a zo gwir intañvezed.


Enor an intañvezed a zo gwir intañvezed.


Trugarekaat a ran Doue, a servijan gant ur goustiañs c’hlan evel va hendadoù, rak noz ha deiz ne baouezan da gaout soñj ac’hanout em fedennoù,


Rak evel-se en em gempennas gwechall ar gwragez santel a espere e Doue hag a sente ouzh o ezhec’h,


Ra roio an AOTROU dit hervez ar pezh ac'h eus graet, ha ra vo da c'hopr leun a-berzh an AOTROU, Doue Israel, ma'z out deuet da fiziañ dindan e eskell!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos