Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 8:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Jezuz a lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon ha lez ar re varv da sebeliañ o re varv.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 Mes Jesus a lavaraz dezhan: Heul ac’hanoun, ha lez ar re varo da enteri ho re varo.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

22 Mæs Jesus e laras dehou: Heliet mé, ha lézet er ré varhue de laquat er ré varhue en ou vé.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 8:22
17 Referencias Cruzadas  

Elizea a lezas e ejened hag a redas war-lerc'h Elia o lavarout: Va lez da bokat da'm zad ha da'm mamm mar plij, hag ez in war da lerc'h. Hag e lavaras: Kae ha deus en-dro, rak petra am eus graet dit?


Unan all eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, lez ac’hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad.


Pa’z eas Jezuz ac’hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon. Eñ, o vezañ savet, en heulias.


En ur dremen, e welas Levi mab Alfe, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon. Sevel a reas hag en heulias.


rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d’en em laouenaat.


Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.


Lavarout a reas da unan all: Heuilh ac’hanon! Hag hemañ a lavaras: Aotrou, lez ac’hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad.


Jezuz a lavaras dezhañ: Lez ar re varv da sebeliañ o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue.


An deiz war-lerc’h, Jezuz a c’hoantaas mont e Galilea. Kavout a reas Filip hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon.


Lavarout a reas kement-se evit merkañ dre beseurt marv e roje gloar da Zoue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon.


Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heuilh ac’hanon.


C’hwi a oa marv en ho faotoù hag en ho pec’hedoù,


pa oamp marv en hor pec’hedoù, en deus hon degaset asambles d’ar vuhez e Krist, dre c’hras eo oc’h bet salvet,


Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.


Pa oac’h marv en ho pec’hedoù hag e diamdroc’h ho kig, en deus ho tegaset d’ar vuhez asambles gantañ, o vezañ pardonet deoc’h hoc’h holl zisentidigezhioù,


Met an hini a vev er plijadurioù a zo marv, daoust ma’z eo bev.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos