Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 6:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 C’hwi ivez eta, en em sellit evel marv d’ar pec’hed evit mat, met bev evit Doue e Jezuz-Krist hon Aotrou.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Deuit ive c’houi d’en em gonsideri evel maro d’ar pec’hed, mes beo da Zoue en Jesus‐Christ hon Aotrou.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 6:11
21 Referencias Cruzadas  

met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C’hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.


da Zoue, an hini fur nemetañ, ra vo ar gloar en holl gantvedoù dre Jezuz-Krist! Amen.


O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc’h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist,


Rak o vervel, eo marvet ur wech hepken evit ar pec’hed, met o vevañ, e vev evit Doue.


Na roit ket hoc’h izili d’ar pec’hed evit bezañ binvioù a zireizhder, met en em roit hoc’h-unan da Zoue evel tud deuet eus ar marv d’ar vuhez, ha roit hoc’h izili evel binvioù a reizhder evit Doue.


N’eo ket! Marv omp d’ar pec’hed, penaos e c’hellfemp bevañ c’hoazh ennañ?


Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.


Evel-se, va breudeur, c’hwi ivez a zo deuet marv d’al lezenn dre gorf Krist, evit bezañ da unan all, da lavarout eo d’an hini a zo adsavet a-douez ar re varv, evit ma tougimp frouezh da Zoue.


Met bremañ dizereet omp bet diouzh al lezenn, o vezañ marv d’ar pezh a oamp dalc’het dindanañ, en hevelep doare ma servijomp e nevezded ar spered ha nann hervez al lizherenn a zo deuet da vezañ kozh.


Me a gav din n’eus heñveledigezh ebet etre poanioù an amzer a-vremañ hag ar gloar da zont a vo diskuliet ennomp.


rak dasprenet oc’h bet gant ur priz bras. Roit eta gloar da Zoue en ho korf hag en ho spered, ar re a zo da Zoue.


evit diskouez er c’hantvedoù da zont ar pinvidigezhioù divent eus e c’hras dre e vadelezh en hor c’heñver e Jezuz-Krist.


leuniet gant frouezh ar reizhder a zo dre Jezuz-Krist, evit gloar ha meuleudi Doue.


ha peoc’h Doue, o trec’hiñ an holl glevidigezh, a viro ho kalonoù hag ho soñjoù e Jezuz-Krist.


Mar d-oc’h eta marv gant Krist e-keñver kentañ kentelioù ar bed, perak e vec’hier ac’hanoc’h eus an urzhiadurioù-se, evel pa vevjec’h c’hoazh er bed:


Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezañ Doue an Tad.


eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.


C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.


Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos