Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 6:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Ra ne reno eta ket ar pec’hed en ho korf marvel, evit ma sentot ouzh e zroukc’hoantoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Na lezit ket eta ar pec’hed da ren en ho corf mortel, evit senti outhan en he wall‐ioulou;

Ver Capítulo Copiar




Romaned 6:12
35 Referencias Cruzadas  

Ma rez mat, ha ne adsavi ket? Met ma ne rez ket mat, ar pec'hed a zo gourvezet ouzh an nor, hag e c'hoant a zo troet war-zu ennout. Ret eo dit ren warnañ.


Starta va c'hammedoù ez ker, ha na lez direizhder ebet da ren warnon.


Piv a anavez e bec'hedoù graet dre errol? Pardon din va fec'hedoù kuzhet.


Pa en devo un den e benn dibourvez a vlev, ur moal eo, glan eo.


Met ma ne gasot ket kuit dirazoc'h annezidi ar vro, ar re anezho ho po lezet a-zilerc'h a vo spern d'ho taoulagad ha drez d'ho kostezioù, hag e waskint ac'hanoc'h er vro emaoc'h o vont da chom enni.


Ha gwiskit an Aotrou Jezuz-Krist, na selaouit ket ar c’hig en e zroukc’hoantoù.


met droukc’hras ha fulor d’an dabuterien, d’ar re a stourm ouzh ar wirionez hag a sent ouzh an direizhder,


hag, evel m’en deus ar pec’hed renet er marv, e reno ar c’hras ivez dre ar reizhder evit reiñ ar vuhez peurbadus dre Jezuz-Krist hon Aotrou.


Rak ar pec’hed n’en devo ken galloud warnoc’h, dre ma n’emaoc’h ket dindan al lezenn met dindan ar c’hras.


Ha n’ouzoc’h ket penaos mar en em rentit sklavourien da unan bennak da sentiñ outañ, ez oc’h sklavourien d’an hini ma sentit outañ, pe d’ar pec’hed evit ar marv, pe d’ar sentidigezh evit ar reizhder?


Mar chom ennoc’h Spered an hini en deus adsavet Jezuz a-douez ar re varv, an hini en deus adsavet Krist a-douez ar re varv a roio ivez ar vuhez d’ho korfoù marvel dre e Spered a chom ennoc’h.


Rak mar bevit hervez ar c’hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c’horf da vervel, e vevot.


Rak ni, ar re vev, a zo bepred roet d’ar marv abalamour da Jezuz, evit ma vo ivez buhez Jezuz diskuliet en hor c’hig marvel,


E-pad ma’z emaomp en tabernakl-mañ, e huanadomp dindan ar bec’h, abalamour ma fell deomp, nann bezañ diwisket, met bezañ gwisket, evit ma vo ar pezh a zo marvel lonket gant ar vuhez.


Lavarout a ran eta: Kerzhit dre ar Spered, ne gasot ket da benn c’hoantoù ar c’hig.


Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.


En o zouez e vevemp holl gwechall, hervez droukc’hoantoù hor c’hig, oc’h oberiañ hervez youloù ar c’hig hag an ene, hag e oamp dre hon natur bugale a fulor evel ar re all.


da ziwiskañ, evit ar pezh a sell ouzh ho puhez tremenet, an den kozh a vrein gant droukc’hoantoù tromplus,


p'en devo o roet dit an AOTROU da Zoue, hag ez po o filet, e lakai anezho da verz, ne ri ket a emglev ganto, ne'z po ket truez outo,


hep en em reiñ d’un droukc’hoant fall evel ma ra ar baganed n’anavezont ket Doue,


Tec’h diouzh gwallc’hoantoù ar yaouankiz; klask ar reizhder, ar feiz, ar garantez, ar peoc’h gant ar re a c’halv anv an Aotrou gant ur galon c’hlan.


hag e kelenn ac’hanomp da zinac’h dizoujañs-Doue ha droukc’hoantoù ar bed, da vevañ er c’hantved-mañ gant poell, reizhder ha doujañs-Doue,


Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.


hag evel bugale sentus, n’en em renit ket diouzh droukc’hoantoù ho tiouiziegezh a wechall.


Re garet-mat, ho pediñ a ran evel diavaezidi ha beajourien d’en em virout diouzh an droukc’hoantoù kigel a ra brezel ouzh an ene,


Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc’hoantoù, o genoù a lavar komzoù ourgouilhus, doujañ a reont tud dre interest.


Lavarout a raent deoc’h penaos en amzerioù diwezhañ e vije goapaeriena gerzhje hervez o droukc’hoantoù o-unan hep doujañs-Doue.


Neuze em eus lavaret: N'o c'hasin ket kuit a-zirazoc'h, met e-kichen ac'hanoc'h e vint, hag o doueoù a vo ur pech evidoc'h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos