Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 2:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 C’hwi a oa marv en ho faotoù hag en ho pec’hedoù,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 C’houi ive a oa maro en ho kwallou hag en ho pec’hejou,

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 2:1
21 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon: Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet.


Jezuz a lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon ha lez ar re varv da sebeliañ o re varv.


rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d’en em laouenaat.


Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.


Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ. Me a zo deuet evit m’o devo ar vuhez, ha m’o devo anezhi gant fonnuster.


Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.


Rak, evel ma adsav a varv an Tad hag e ro ar vuhez, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d’ar re a fell dezhañ.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue, hag ar re he c’hlevo a vevo.


Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec’hed hag ar marv.


hervez ma’z eo skrivet: An den kentañ, Adam, a zo deuet da vezañ un ene bev, met an Adam diwezhañ, ur Spered a ro buhez.


Karantez Krist a wask ac’hanomp, o vezañ ma kredomp penaos mar d-eo unan hepken marvet evit an holl, an holl eta a zo marv.


Teñvalaet o deus o skiant, o vezañ pellaet diouzh buhez Doue abalamour d’an diouiziegezh a zo enno ha dre galeter o c’halon,


Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.


Pa oac’h marv en ho pec’hedoù hag e diamdroc’h ho kig, en deus ho tegaset d’ar vuhez asambles gantañ, o vezañ pardonet deoc’h hoc’h holl zisentidigezhioù,


Met an hini a vev er plijadurioù a zo marv, daoust ma’z eo bev.


Ni a oar penaos omp tremenet eus ar marv d’ar vuhez, o vezañ ma karomp ar vreudeur. An hini na gar ket e vreur a chom er marv.


Skriv da ael Iliz Sardiz: Setu ar pezh a lavar an hini en deus seizh spered Doue hag ar seizh steredenn: Anavezout a ran da oberoù, ar vrud ac’h eus da vezañ bev met marv out.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos