Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 12:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 En em laouenait gant ar re en em laouena, gouelit gant ar re a ouel.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Bezit laouen gant ar re a zo laouen, ha gwelit gant ar re a zo o wela.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 12:15
20 Referencias Cruzadas  

Pa glevis ar c'homzoù-se, ec'h azezis da ouelañ, hag e ris kañv meur a zevezh, en ur yunañ hag en ur bediñ dirak Doue an neñvoù,


Ha tri eus mignoned Job, Elifaz eus Teman, Bildad eus Shuak, Zofar eus Naama, o vezañ klevet an holl boanioù a oa kouezhet warnañ, a zeuas, pep hini anezho eus e vro, hag e kendivizjont mont da drueziñ outañ ha d'e frealziñ.


Ha ne ouelen ket evit an den a dremene deizioù fall? Ha ne oa ket glac'haret va ene evit ar paour?


ur mare evit gouelañ hag ur mare evit c'hoarzhin, ur mare evit hirvoudiñ hag ur mare evit tripal,


Ebed-Melek an Etiopad a lavaras da Jeremiaz: Laka ar pilhoù kozh hag an truilhoù-se dindan da zivgazel, dindan ar c'herdin. Ha Jeremiaz a reas evel-se.


O! Perak n'eo ket va fenn evel dour, ha va daoulagad evel ur feunteun a zaeroù? Gouelañ a rafen deiz ha noz war re varv merc'h va fobl.


He amezeien hag he c’herent, o vezañ anavezet penaos en doa an Aotrou diskouezet e drugarez en he c’heñver, en em laouenajont ganti.


ha kalz a Yuzevien a oa deuet da gavout Marta ha Mari evit o frealziñ diwar-benn o breur.


Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec’h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.


P’en devez un ezel poan, an holl izili o devez poan gantañ. Pa vez enoret un ezel, an holl izili en em laouena asambles gantañ.


Piv a zo gwan, ha ne vefen ket gwan? Piv a zeu da gouezhañ, ha ne vefen losket?


Kement-se am eus skrivet deoc’h evit na’m bo ket a dristidigezh pa vin erruet digant ar re a dlefe reiñ levenez din, rak ar fiziañs-mañ am eus ennoc’h holl penaos e rit holl ho levenez eus va hini.


rak ur c’hoant bras en doa d’ho kwelout holl, hag e oa gwall boaniet dre m’ho poa klevet e oa bet klañv.


Kaset em eus eta anezhañ gant kalz a hast, evit m’ho po levenez o welout anezhañ ha m’em bo nebeutoc’h a dristidigezh.


Ho pet soñj eus ar brizonidi evel ma vijec’h chadennet ganto, hag eus ar re a zo gwallgaset peogwir emaoc’h hoc’h-unan en ur c’horf.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos