Pa c'houlenne tud al lec'h-se diwar-benn e wreg, e lavare: Va c'hoar eo. Rak aon en doa lavarout: Va gwreg eo. Rak lavarout a rae: Va lazhfe tud al lec'h-se en abeg da gaerded dremm Rebeka.
Leviegezh 6:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar en deus pec’het unan bennak ha graet un difealded e-keñver an AOTROU, en ur lavarout gevier d’e nesañ diwar-benn ur fiziad, un dra da eveshaat warni, un dra laeret pe dilamet dre douell digant e nesañ, |
Pa c'houlenne tud al lec'h-se diwar-benn e wreg, e lavare: Va c'hoar eo. Rak aon en doa lavarout: Va gwreg eo. Rak lavarout a rae: Va lazhfe tud al lec'h-se en abeg da gaerded dremm Rebeka.
Na vez ket test a-enep da nesañ hep abeg, ha fellout a rafe dit touellañ gant da vuzelloù?
Ur weledigezh euzhus a zo bet disklêriet din. An toueller a douell, an distrujer a zistruj. Pign, o Elam! Seziz, o Media! Me a laka da baouez an holl hirvoudoù.
Eus penn pellañ an douar hon eus klevet kanañ: Enor d'an Hini reizh! Met lavaret em eus: Kollet on! Kollet on! Gwalleur din! Ar c'hanazed a ra taolioù-ganas, ar c'hanazed a ra taolioù-ganas e-leizh!
Gwalleur dit, te hag a zistruj ha n'out ket bet distrujet, hag a douell ha n'out ket bet touellet! Pa vo echu ganit distrujañ e vi distrujet, ha pa vo echu ganit touellañ e vi touellet.
Pep hini a ra goap eus e nesañ, ne lavaront ket ar wirionez, graet o deus d'o zeod lavarout gevier, aet int skuizh oc'h ober an droug.
hag ar c'hambr o sellout etrezek an hanternoz, a zo evit an aberzhourien a ra servij an aoter. Bez' ez int mibien Zadok, eo ar re, a-douez mibien Levi, a dosta ouzh an AOTROU evit servijañ anezhañ.
Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.
Mar en deus graet unan bennak un difealded hag ur pec’hed diratozh e-keñver traoù santel an AOTROU, e kinnigo d’an AOTROU evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur e sikloù arc’hant, diouzh sikl ar santual.
hag a lavar: Pegoulz e vo tremenet al loar nevez, ma werzhimp hon ed? Pegoulz e vo tremenet ar sabad, ma tigorimp hor solieroù? Bihanaat a raimp an efa hag e kreskimp ar sikl, hag e falsimp ar balañsoù evit touellañ,
Re c'hlan eo da zaoulagad evit gwelout an droug, ha ne c'hellez ket sellout ouzh ar fallagriezh. Perak e sellfes ouzh a re fall hag e tavfes, pa lonk an hini drouk unan reishoc'h egetañ?
Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.
Ma’z pije miret anezhañ, daoust ha ne oa ket dit? Hag o vezañ e werzhet, ha ne oa ket e briz en da c’halloud? Penaos eta ec’h eus lakaet ar soñj-se en da galon? N’eo ket d’an dud ec’h eus lavaret gaou, met da Zoue eo.
Dre-se, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac’hanoc’h hervez ar wirionez d’e nesañ, rak izili omp an eil d’egile.
Na lavarit ket a c’hevier an eil d’egile, o vezañ diwisket diwarnoc’h an den kozh hag e oberoù,
Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.