Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 21:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ur weledigezh euzhus a zo bet disklêriet din. An toueller a douell, an distrujer a zistruj. Pign, o Elam! Seziz, o Media! Me a laka da baouez an holl hirvoudoù.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 21:2
44 Referencias Cruzadas  

Mibien Sem a voe: Elam, Ashur, Arpaksad, Lud hag Aram.


En navet bloaz eus Ozea, roue Asiria a dapas Samaria, hag e harluas an Israeliz da Asiria. O lakaat a reas e Kalak, war ribl ar C'habor, stêr Gozan, hag e kêrioù Media.


Gwelet em eus ar re disleal hag em eus bet heug outo. Ne viront ket da c'her.


ar re a lavar: Gant hon teodoù e trec'himp, hor muzelloù a zo deomp, piv a vo hor mestr?


A-dra-sur, hini eus ar re a zo en gortoz ac'hanout ne vo mezhek. Ar re-se a vo mezhek, ar re a ra gant fallentez hep abeg.


O Doue! Hon taolet kuit hag hor stlabezet ec'h eus, droug a zo aet ennout. Ra deomp adsevel!


Ra zeuio garm ar sklaved betek ennout! Mir, hervez braster da nerzh, ar re a zo barnet d'ar marv!


Ur meiz yac'h a ro gras, met hent an douellerien a zo kalet.


En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.


e tistagi ar c'hrennlavar-mañ a-enep roue Babilon, hag e lavari: Penaos en deus echuet ar gwasker? Penaos en deus echuet c'hoantidigezh an aour?


An douar holl a zo er peoc'h, sioul eo, kanañ a reer a levenez.


Elam en deus kemeret e glaouier-biroù, hag e oa kirri leun a dud hag a varc'hegerien; Kir en deus tennet e skoed er-maez.


Eus penn pellañ an douar hon eus klevet kanañ: Enor d'an Hini reizh! Met lavaret em eus: Kollet on! Kollet on! Gwalleur din! Ar c'hanazed a ra taolioù-ganas, ar c'hanazed a ra taolioù-ganas e-leizh!


Gwalleur dit, te hag a zistruj ha n'out ket bet distrujet, hag a douell ha n'out ket bet touellet! Pa vo echu ganit distrujañ e vi distrujet, ha pa vo echu ganit touellañ e vi touellet.


Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.


Kounnaret e oan a-enep va fobl, disakret em eus va hêrezh, o lakaet em eus etre da zaouarn, ne'c'h eus ket bet truezus en o c'heñver, lakaet ec'h eus da yev da bouezañ pounner war an den kozh,


da holl rouaned Zimri, da holl rouaned Elam, da holl rouaned Media,


Efraim, ha n'eo ket evidon ur mab karet? Ha ne'm eus ket lakaet ennañ va holl levenez? Rak adalek ma komzan diwar e benn, atav em eus soñj anezhañ. Setu perak va c'hreizon a zo fromet en e geñver, hag a-dra-sur em bo truez outañ, eme an AOTROU.


Rak reiñ a rin da evañ d'an ene sec'hedik, hag e roin e walc'h da bep ene glac'haret.


Lavaret ec'h eus: Gwalleur din! Rak an AOTROU a laka glac'har war va foan. Faezhet on bet o hirvoudiñ, ha ne'm eus ket kavet an diskuizh.


Komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Jeremiaz a-enep Elam, e penn-kentañ ren Sedesia roue Juda, er gerioù-se:


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an da derriñ gwareg Elam, e nerzh brasañ.


En em renkit en-dro da Vabilon, c'hwi holl a antell ar wareg; tennit a-enep dezhi, n'espernit ket ar biroù, rak pec'het he deus a-enep an AOTROU.


O dasprener a zo kreñv, e anv eo AOTROU an armeoù. Difenn a raio a-dra-sur o c'haoz, evit reiñ diskuizh d'ar vro, ha lakaat da drefuiñ tud Babilon.


Lemmit ar biroù, kemerit ar skoedoù! An AOTROU en deus dihunet spered rouaned Media, dre ma fell dezhañ distrujañ Babilon, amañ emañ veñjañs an AOTROU, veñjañs e dempl.


Kastizañ a rin Bel e Babilon, hag e tennin eus e c'henoù ar pezh en doa lonket, hag ar broadoù ned aint ken etrezek ennañ. Moger Vabilon zoken a zo kouezhet.


Pa savfe Babilon betek an neñvoù, pa lakafe digemeradus lein he c'hreñvlec'h, an distrujerien a yelo enni eus va ferzh, eme an AOTROU.


Ra zeuio o holl zrougiezh dirazout. Gra dezho evel m'ec'h eus graet din en abeg da'm holl zisentidigezh. Niverus eo va huanadoù ha dinerzh va c'halon.


PEREZ: da rouantelezh a zo bet rannet ha roet d'ar Veded ha d'ar Bersed.


Ar roue Belshazar a voe trubuilhet-meurbet, e zremm a gemmas, e re vras a voe spouronet.


Sellout a ris er weledigezh, ha setu e welis e oan e Suza, penn-kêr proviñs Elam. Sellout a ris er weledigezh, hag e oan tost da stêr Ulai.


An tourz ac'h eus gwelet hag en doa daou gorn eo rouaned ar Veded hag ar Bersed.


Mar kas unan bennak e sklaverezh, e yelo e sklaverezh. Mar lazh unan bennak gant ar c’hleze, eo ret e vo lazhet gant ar c’hleze. Amañ emañ pasianted ha feiz ar sent.


Eus ar re zrouk e teu an droug, evel ma lavar ur c'hrennlavar kozh. Evel-se va dorn ne vo ket warnout.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos