Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Efeziz 4:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Dre-se, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac’hanoc’h hervez ar wirionez d’e nesañ, rak izili omp an eil d’egile.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 Dre‐ze, goude beza taolet diouzoc’h ar gaou, ra zeuio pep hini da gomz d’he nessa hervez ar wirionez, rag ni a zo izili an eil euz egile.

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 4:25
42 Referencias Cruzadas  

Hag e lavaras dezhañ: Me ivez a zo profed eveldout, hag un ael en deus komzet ouzhin a-berzh an AOTROU o lavarout: Degas hemañ ganit da'z ti, ma tebro bara ha ma evo dour. Gaou a lavare dezhañ.


Pella diouzhin hent ar gaou, ha ro din ar c'hras da virout da lezenn.


An hini a gerzh en eeunder hag a vir ar reizhder, an hini a lavar ar wirionez evel ma emañ en e galon,


Perak e tennez gloar eus da zrougiezh, den galloudus? Madelezh Doue a bad da virviken.


Pellaat a ri eus pep komz gaouiat, ne lakai ket da vervel an den didamall hag an den reizh, rak me ne reishain ket an den fall.


An hini a lavar ar wirionez a gas ar reizhder war-raok, met ur falstest a douell.


Ar vuzell wirion a zo startaet evit biken, met an teod gaouiat n'emañ nemet ur pennad.


Ar muzelloù touellus a zo un euzhusted evit an AOTROU, met ar re a ra gant gwirionez a blij dezhañ.


Gounit teñzorioù gant un teod touellus a zo ur vogedenn dec'hus a glask ar marv.


Na vez ket test a-enep da nesañ hep abeg, ha fellout a rafe dit touellañ gant da vuzelloù?


An daoulagad otus, an teod gaouiat, an daouarn a skuilh ar gwad didamall,


Rak va genoù a lavar ar wirionez, ha va muzelloù o deus euzh ouzh ar gaou.


Lavaret en devoa: Ya, va fobl ez int, mibien na vint ket disleal! Hag eo bet o salver.


Renerien ar bobl-mañ a ziank anezhi, hag ar re a zo renet drezo en em goll.


N'eus nemet sakreoù, gevier, muntroù, laeroñsioù hag avoultriezh. Freuzañ a reont dreist pep muzul, ul lazh a stok ouzh ul lazh all.


Ne laerot ket, ne lavarit ket gevier ha ne douellot ket an eil egile.


Setu an traoù a zleit ober: Komzit hervez ar wirionez pep hini d'e nesañ, barnit en ho torioù gant gwirionez ha reizhder evit ar peoc'h.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Yun ar pevare miz, yun ar pempvet miz, yun ar seizhvet miz, ha yun an dekvet miz, a zeuio da vezañ evit ti Juda plijusted ha levenez, ha gouelioù a laouenidigezh. Met karit ar wirionez hag ar peoc'h.


Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.


evel-se ivez, ni a zo meur a hini hag emaomp ur c’horf hepken e Krist, o vezañ pep hini ac’hanomp ezel an eil ouzh egile,


Evel ma ez eus ur bara hepken, ni evidomp da vezañ kalz n’omp nemet ur c’horf hepken, rak holl hon eus lod en hevelep bara.


Mar em eus tennet gloar ac’hanoc’h dirazañ en un dra bennak, n’em eus ket bet mezh a-se, met evel ma hon eus lavaret an holl draoù gant gwirionez, ar pezh hon eus tennet gloar anezhañ dirak Tit a zo en em gavet gwir.


met, o lavarout ar wirionez er garantez, ma kreskimp en holl draoù en hini a zo ar penn, Krist.


da ziwiskañ, evit ar pezh a sell ouzh ho puhez tremenet, an den kozh a vrein gant droukc’hoantoù tromplus,


Ra vo pep c’hwervoni, pep kasoni, pep fulor, pep garmadenn, pep droukkomz kaset kuit eus ho touez, kenkoulz ha pep follentez.


dre ma’z omp an izili eus e gorf, eus e c’hig hag eus e eskern.


Met bremañ, c’hwi ivez, dilezit an holl draoù-se, ar gounnar, ar gasoni, ar fallentez, an droukkomz, ar c’homzoù dizonest a c’hellfe dont er-maez eus ho kenoù.


Na lavarit ket a c’hevier an eil d’egile, o vezañ diwisket diwarnoc’h an den kozh hag e oberoù,


ar c’hadaled, ar skilbaotred, ar varc’hadourien-sklaved, ar c’haouiaded, ar falstouerien, hag evit kement a zo kontrol d’ar gelennadurezh yac’h,


dre bilpouzerezh fals-doktored merket o c’houstiañs gant houarn tomm,


Unan bennak anezho, o frofed o-unan, en deus lavaret: Ar Gretiz a zo bepred gaouiat, loened fall, kofoù didalvez.


en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c’hell ket gaouiadiñ,


Evel-se eta ni ivez, o kaout en-dro deomp ur goabrenn ken bras a destoù, taolomp kuit diouzhimp pep bec’h hag ar pec’hed a bak ac’hanomp ken aezet, ha redomp gant dalc’h el lañs a zo digoret deomp,


Setu perak, oc’h en em ziwiskañ eus pep loustoni hag eus an holl zrougiezh, degemerit gant douster ar ger a zo bet plantet ennoc’h hag a c’hell saveteiñ hoc’h eneoù.


O tilezel eta pep fallentez, pep touellerezh, pep troidellerezh, pep gwarizi ha pep droukkomz,


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.


Lavarout a reas dezhi: Ma vefen ereet gant kerdin nevez n'o deus biskoazh servijet, e teufen da vezañ dinerzh hag e vefen evel un den all.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos