Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 8:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 hag a lavar: Pegoulz e vo tremenet al loar nevez, ma werzhimp hon ed? Pegoulz e vo tremenet ar sabad, ma tigorimp hor solieroù? Bihanaat a raimp an efa hag e kreskimp ar sikl, hag e falsimp ar balañsoù evit touellañ,

Ver Capítulo Copiar




Amoz 8:5
24 Referencias Cruzadas  

Eñ a lavaras: Perak e fell dit mont d'e gavout hiziv? N'eus nag al loar nevez nag ar sabad. Hi a respontas: Mont a ra!


Komz da vibien Israel ha lavar: Mirout a reot va deizioù sabad. Rak un arouez a vo etrezon-me ha c'hwi a rummadoù da rummadoù, ma vo gouezet ez eo me, an AOTROU a santela ac'hanoc'h.


Ar valañs faos a zo un euzhusted evit an AOTROU, met ar pouez reizh a zo plijus dezhañ.


Ar valañs hag ar skeuliad leal a zeu eus an AOTROU, hag holl bouezioù ar sac'hig a zo e oberenn.


Daou bouezh a zo un euzhusted dirak an AOTROU, hag ar valañs faos n'eo ket un dra vat.


Na gendalc'hit ket da zegas donezonoù aner, euzh am eus ouzh an ezañs. Diwar-benn ho loarioù nevez, ho sabadoù, hoc'h engalvadegoù, ne c'hellan ket gouzañv an direizhder o kemer perzh en ho podadegoù meur.


Mar dalc'hez da droad e-pad ar sabad, evit tremen hep ober ar pezh a fell dit em deiz santel, mar anvez ar sabad: Va flijadur, deiz santelaet evit an AOTROU, mar enorez anezhañ hep heuliañ da hentoù, hep ober ar pezh a blij dit, hep lavarout traoù aner,


Te eta, distro da'z Toue, mir an drugarez hag ar reizhder, esper dalc'hmat ez Toue.


Efraim a zo ur marc’hadour en deus balañsoù faos en e zaouarn. Plijout a ra dezhañ touellañ.


Balañsoù leal, mein da bouezañ leal, un efa leal hag un hin leal ho po. Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt.


Hag e lavaris: Petra eo? Respont a reas: Un efa eo oc'h en em ziskouez. Lavarout a reas c'hoazh: O doare oc'h en em ziskouez en holl vro eo.


Hag e lavaras: Ar fallagriezh eo! Hag e taolas anezhi e-kreiz an efa, hag e taolas ar golo plom war an digor.


Lavarout a rit: Pebezh skuizhder! Hag e tisprizit anezhañ, eme AOTROU an armeoù. Hag e tegasit ar pezh a zo bet laeret, ar pezh a zo kamm ha klañv, ha kement-se eo ar profadennoù a ginnigit! Hag e gemer a rin eus ho taouarn? eme an AOTROU.


En ho tevezhioù a levenez, en ho kouelioù, e penn-kentañ ho mizioù, e sonot gant an trompilhoù war ho loskaberzhoù ha war hoc'h aberzhoù a drugarekadennoù, hag e lakaint ac'hanoc'h da vezañ eñvoret en ho Toue. Me eo an AOTROU ho Toue.


Ra ne varno eta den ac’hanoc’h diwar-benn an debriñ pe an evañ, pe diwar-benn un deiz gouel pe ul loar nevez pe ur sabad,


David a lavaras da Jonatan: Setu emañ al loar nevez warc'hoazh, hag e tlein azezañ gant ar roue da zebriñ. Met va lez da vont kuit da guzhat er parkeier betek abardaez an trede deiz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos