Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.
bez' ez eus ur rumm a dud hag a zo evel klezeier e zent hag evel kontilli e javedoù, evit debriñ ar re c'hlac'haret eus ar vro hag ar beorien a-douez an dud.
Neuze e lavaras ar profed Jeremiaz d'ar profed Hanania: Selaou Hanania! An AOTROU n'en deus ket da gaset, met lakaet ec'h eus ar bobl-mañ da fiziout er gaou.
degemeret eo bet donezonoù en da greiz evit skuilhañ gwad, kemeret ac'h eus kampi hag uzurerezh, diwisket ac'h eus da nesañ gant feulster, ha me, va ankounac'haet ec'h eus, eme an Aotrou AOTROU.
Ha setu, dre ma hoc'h eus gwasket ar paour ha kemeret digantañ truaj an ed, savet hoc'h eus tiez e mein-ben met ne chomot ket enno, plantet hoc'h eus gwini dispar met n'evot ket o gwin.
Rak gouzout a ran ho torfedoù niverus hag ho pec'hedoù bras. Gwaskañ a rit an den reizh, hag e tegemerit profoù, hag e torrit ouzh an nor gwir ar beorien.
Debriñ a reont kig va fobl, hag e tennont o c'hroc'hen diwarno, hag e vruzunont o eskern, hag o lakaont a-dammoù evel evit ar pod-houarn, evel kig en ur gaoter.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.