Ael an AOTROU a zeuas hag a skoas e kamp an Asiriz, war gant pemp ha pevar-ugent mil den. Pa voed savet abred diouzh ar beure, setu, e oa korfoù marv a bep tu.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Jojakim mab Jozia roue Juda: Ne vo ket gouelet warnañ en ur lavarout: Siwazh va breur, siwazh va c'hoar! Ne vo ket gouelet warnañ en ur lavarout: Siwazh aotrou, siwazh meurdez!
Henaourien merc'h Sion a zo azezet dilavar war an douar. Lakaet o deus poultr war o fenn, gourizet int a seier. Gwerc'hezed Jeruzalem a stou o fenn etrezek an douar.
En em c'hourizit ha dougit kañv, aberzhourien! Hirvoudit, servijerien an aoter! Deuit ha tremenit an noz gwisket a seier, servijerien va Doue! Rak difennet eo ouzh an donezon hag an evadkinnig dont e ti ho Toue.
Moizez a lavaras da Aaron: Kement-se eo ar pezh en deus disklêriet an AOTROU en ur lavarout: Santelaet e vin dre ar re a dosta ouzhin hag e vo roet gloar din dirak ar bobl. Aaron a davas.
Kaset em eus en ho touez ar vosenn evel hini an Ejipt. Lakaet em eus da vervel gant ar c'hleze ho tud yaouank, ho kezeg a zo bet tapet, lakaet em eus da sevel flaeriadur ho kampoù betek ho tivfron. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, an Aotrou: War an holl leurioù e vo klemmoù, en holl straedoù e vo lavaret: Siwazh! Siwazh! Galvet e vo d'ar c'hañv al labourer-douar, ha d'ar c'hlemm ar re a lavar klemmganoù.
An Aotrou AOTROU en deus touet drezañ e-unan, eme an AOTROU, Doue an armeoù: Euzh am eus ouzh lorc'h Jakob, kasaat a ran e balezioù, dereiñ a rin ar gêr hag ar pezh a zo enni,
Treiñ a rin ho kouelioù e kañvoù, hag hoc'h holl ganaouennoù e klemmganoù; lakaat a rin ar sac'h war an holl groazelloù, hag ar moalder war an holl bennoù, hag e lakain ar vro e kañv evel evit ur mab nemetañ, hag an diwezh a vo evel un devezh a c'hwervder.
Ar varc'hegerien en em strink, ar c'hleze a luc'h, ar goaf a lugern. Ur bern tud a zo gloazet! Un niver bras a zo marv! Korfoù marv diniver! Kouezhañ a reont war o re varv!