Servijerien Absalom a zeuas da gavout ar wreg-mañ en ti hag a lavaras dezhi: Pelec'h emañ Akimaaz ha Jonatan? Ar vaouez a respontas: Tremenet o deus ar wazh-dour. O vezañ o c'hlasket hep o c'havout, e tistrojont da Jeruzalem.
Hag e lavaras dezhañ: Me ivez a zo profed eveldout, hag un ael en deus komzet ouzhin a-berzh an AOTROU o lavarout: Degas hemañ ganit da'z ti, ma tebro bara ha ma evo dour. Gaou a lavare dezhañ.
N’eo ket! Met ra vo Doue anavezet gwirion ha pep den gaouiat, hervez ma’z eo skrivet: Evit ma vi kavet reizh en da gomzoù ha ma c’hounezi da abeg pa vi barnet.
An hini a laere ra ne laero ket ken, met ra labouro kentoc’h gant e zaouarn da un dra vat bennak, evit m’en devo peadra da reiñ d’an hini a zo en ezhomm.
Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.